Kan ar bobl Menez Are 2021

, par  herve , popularité : 7%

KAN AR BOBL MENEZ ARE

Setu ur ger a-berzh Kan ar Bobl Menez Are Brasparzh : cheñchamant bras a zo er bloaz-mañ evit Kan ar Bobl abalamour d’ar c’hovid evel just.

N’eus ket an aotre ken da zigemer tud er salioù an tiez-kêr, setu eo bet klasket ur mod-all, ober dre ar video. Filmet e vo ganeomp ar ganerien hag ar sonerien non pas e sal Brasparzh, hag a zo serret, met en ul lec’h digor, un hangar kentoc’h e Sant-Riwal, kichen sal ar gouelioù.

  • Perzh an dud deuet
    Paotr ar video, un den a vicher, Antoine Kevareg e anv, a filmo a re hag a vo en em lakaet war ar renk, d’an 9 a viz Mae, goude lein.
    Ur juri a vo eno da zispartiañ anezho ‘vit kas ar skeudennoù gwellañ da Bondi. Barnet e vo ar re-se en-dro eno ‘vit bezañ skignet war lec’hiennoù internet.
  • Perzh ar vugale er skolioù
    Evit ar vugale, paotr ar video a deuio er skolioù adalek ar seitek a viz Mae da filmañ ar c’hlasoù. Ur juri a sello outo d’ar 29 ar miz-se hag a gaso anezho da Bondi ivez da vezañ dibabet gant ur juri all, ha diskouezet ivez war lechiennoù internet.
    Setu afer Kan ar Bobl er bloaz-mañ.

Vit en em lakaat war ar roll, pellgomzit da Gan ar Bobl Menez Are :

  • 02 98 81 47 30
    pe
  • 02 98 68 80 62

Pe dre bostel da : kanarbobl.menezare@laposte.net