A-dreuz ar Menez war VTT (kentañ pennad)

, par  Alain , popularité : 5%

Er sizhun-se m’oa lakaet em soñj c’hoari tro lenn Sant-Mikael (peotramant lenn Brenniliz).

Gwelet an dro war ar gartenn

Mont a rae ganin mojennoù, kontadennoù, barzhonegoù, kanaouennoù, peurliesañ e brezhoneg, a-wechoù e galleg, evel ar gwerzennoù-se savet gant Xavier Grall:
Parmi les chiens bleus
Je partirai sans dire rien
Dans les marais de Yeun Elez...
Da gentañ e felle din mont da Sant-Riwall war roudoù ar paotr Yann hag ar c’hi ruz. Hervez ur vojenn kontet gant Yann ar Gall e c’houlenn an aotrou Ruzezan eus maner Sant-Anton ouzh ar paotr Yann mont da veuzi ur c’hi.

« Da veuziñ ur c’hi, eme Yann.
–Ya, va faotr, ur c’hi ruz!
–Ha pelec’h emañ-heñ, aotrou?
–Dindan an daol-mañ...E korf al loan blevek-mañ emañ ene ma zad kozh o’ch ober pinizenn. Ha, ma ne fell ket din bezañ kiriek eus daonedigez tad ma zad, a zo o leskiñ e-kreiz tan-flamm ar purgator seiz vloaz ha tregont a zo, me a rank beuziñ anehañ... pe klask unan bennak da ober al labour-se em flas. Ugent lur a roin dit mar kerez ober al labour-se evidon. Asanti a rez Yann?
–Mont da veuziñ ho tad-koz aotrou?
–Da Doull ar Youdig, Yann. An aneval a oar an hent d’ar Yun. Heñ a vlenio ac’hanout di. »

Goude bezañ karget e vured a zour benniget ez eas Yann da-heul ar c’hi. Ret e oa dezho ober un droiad etre 7 presbital (7 a zo ur sifr hud!) eus kêriadennoù an tolead (Sant-Riwall, Boneur, Ar Fouilhez, Brenniliz, Lokeored, Lannedern ha Brasparz) evit kejañ gant ar veleien a-raok tizhout ar Youdig. Treuziñ a reas Sant-Kadou ha dre « ur garront sonn e dapas hent Sant-Riwall ».
E-lec’h n’eus nemet laeron
Ha tud fall...
War a lavare tud ar parrezioù a-ziwar-dro. D’am soñj ar ger « fall » a zo bet choazet evit kavout klotennoù dibenn : « al » hag « all». Evel Lokeored ha kêriadennoù all e oa Sant-Riwal bro ar bilhaouerien a veze kontet evit bezañ flaerius hervez ar ganaouenn : Ar flaerius pilhaouer. Atav e vez mezv- dall an den. Hennezh a zo o chom e Toull-al-laer. Ur seurt « image d’Epinal » a veze staget outo. Diskred a reer warno ha diskredet e oa al laeroñsi warno. Evel just eo gaou ar c’hennlavar. Koulskoude e plij da Ivonig Pikard ober gant ar glotenn evit komz eus « Plac’h Sant-Riwall ».
E pep tu, e pep lec’h mezhus-bras he bale...
Bep sizhun, d’ar sadorn,
War-lerc’h kontoù born,
Ar plac’h kaezh,
Gwechall leun a furnezh,
A gerzhe d’he dizurzhioù...

A-bell ne vevas,
An diaoul he sammas...
Setu termen pep buhez fall!
Dalc’homp soñj eus plac’h Sant-Riwall.

Diskenn a ran betek ar blasenn e-kreiz ar vourc’h kelc’hiet gant un nebeut tiez o mogerioù savet gant mein skilt glas. Emgreizañ a ra ar vuhez tro-dro honnezh. Sachet eo ar sell gant talbenn liesliv ar skol skrivet warnañ barzhonegoù Anjela Duval a glot gant livadurioù a skeudennaou mareoù-bloaz.

Ma micher ´zo bet a-viskoazh troc’hañ buzhug. (Anjela Duval)

Kannadez an nevez-hañv:
Ur velvenn velen ´m eus gwelet
En hentig don o nijellat...

Rosa Carmina
War benn ar c’hleuz, us d’an toull karr
Ez eus ur blantennig dispar...

Skub delioù
Krog int d’en em ziwiskañ,
Ar gwez-derv...

Rev gwenn
Petra, aelez zo bet amañ
´Stignañ o c’houez da sec’hañ?

Skolidi ar skol divyezek a zo o pleustriñ ur pezhig-c’hoari war al leurger. Filmet int. Pebezh brud !

Diwezhatoc’h e klaskan o klevet komz ar skolidi war ar porzh. Ne vez nemet galleg ganto. Peogwir ne vez ket komzet ken brezhoneg er familh, hervezh ar skolaer. Dipitet on un tammig.
Emañ ar presbital tostik ouzh an iliz. Aet kuit abaoe pell person ar vojenn a zegemere an hini a gase ar c’hi ruz koñjuret war hent ar Youdig da vezañ beuzet.

« N’edo ket c’hoaz an Aotrou person d’e wele p´en em gavis e bourc’h Sant-Riwall. Ar c’hi ruz a stagas da harzal ouzh troad moger ar prespital. Neuze e klevis unan bennak a vale el liorz, hag e voe digoret an nor.
Va c’hi a ehanas da harzal; an Aotrou a c’houlennas ouzhin :
–Ah! C’hwi an hini eo, va den mad ? Ar c’hi ruz a zo deuet ganeoc’h war a welan.
–Ya, va, Aotrou person, me an hini eo en deus great marc’had da gas al loan-mañ da goñjuri !
–Mad, Mad, mat-tre eo, va faotr ! Dalit, setu deoc’h eun tammik gwerzh butun ! Eme ar person moal en eur lakaat eur pezh a eiz real em dorn.
–Kenavo ha bennoz Doue, Aotrou person, emeve, ker bravik ha tra. »

Bremañ emañ staliet un ispiseri e-barzh evit gwerzhañ produioù ar vro. Akourset mat eo ar stal. Klask a ran ul lec’h anvet « Toull ar bleiz. ». Goulennata a ran ar paotr a-dreñv ar stal-werzh.
Ha pelec’h emañ Toull ar bleiz, mar plij ?
Hag eñ da respont, gant fent war e vuzelloù:
–Dindan e lost...
Chomet on dilavar.
Displeget en deus din e oa ar pezh a lare e dad-kozh dezhañ. Ne oa ket anavezet al lec’h gantañ. Na kennebeut gant ur vaouez gozh eus Lann-ar-Marrou. Met roet he deus din anv ha chomlec’h un den gouiziek en deus labouret kalz evit anavezout istor ha douaroniezh Sant-Riwall. An aotrou Kere eo hemañ hag a oa skolaer divyezek er gumun. Ha me da vont da gejañ outañ. Kinniget en deus din mont di.

Kazi diwelus eo an toull-trap er strouezh. Hanter-stanket gant delioù eo ar foz a oa bet toullet evit pakañ bleizi. Marteze e vo adtoullet seurt trapoù evit pakañ bleizi gwelet a-nevez e Breizh ! Setu un doare ekologel pa vez lakaet homañ en ur geñver gant ar strychnine. Titouret e oa bet an aotrou Kere gant André Cariou (ganet e1932) diwar-benn ar foz-mañ. « Toull-ar-Bleiz zo er penn-all an trec’h...Ha Dannig Kozh, an hini a oa kouezhet e-barzh...». Hervez ur vojenn vrudet e Menez Arre, ur soner eus Braspars( Betek ar bloaz 1925 ne oa nemet Sant-Riwall un trev eus Braspartz.), Dannig Kozh e anv, o tont en-dro eus ur friko a oa kouezhet e-barzh an toull-mañ, lec’h ma oa ur bleiz-trap. Trec’het e oa bet al loen kriz gant ar soner a-drugarez d’un arm dic’hortoz : e vombard. Ar vojenn-se a veze kontet da Yeun ar Gov gant e voereb pa oa eñ bugel e Pleiben. Skrivet gantañ e eñvorennoù a vugel el levr : « E skeud tour bras Sant Jermen ». « Hi a zeskas din kontadenn ar Soner a oa kouezhet e Toull ar Bleiz, e-lec’h ma rankas son gant e vombard, e-pad an noz, da spontañ al loen gouez, anez bezañ lonket gantañ". O krediñ e kollje eno e vuhez, e sone ar paour-kaezh ton un diskan anavezet-mat d’an ampoent:
Birvi, birvi, birviken
E Sant-Riwall, e Sant-Riwall,
Birvi, birvi, birviken
E Sant-Riwall ne sonin ken... »
Awenet eo bet ar skrivagner gant ar vojenn-se evit sevel un danevell (pe ur gontadenn...) gwisket « gant hoal ar yezh en he fentigellerzh, hervez Per Denez »: « Ur galedenn a zen.».
Lec’hiet eo an darvoudoù e Sant-Riwall hag en tro-distroioú.
« En ur zont er-maez, en em gavas Matulin ar Bourc’hiz... ha Yann ar Gall...war dachenn bourc’h Sant-Riwall... hag eñ da heul Yann ar Gall etrezek Penn-ar-Gwaremmi e-lec’h ma edo hemañ o chom... ne c’hellan ket bezañ pell bras ken diouzh Bodenna... son a reas div eur, teir eur, peder eur e tour iliz Sant-Riwall... ». En arvar da goll e vuhez e ra Matulin ur bedenn virvidik da Sant-Riwall « patron ma farrez.».

Diwar batrom an danevell gant Yeun ar Gov en deus skrivet Goulc’han Kervella ur pezh-c’hoari : « Ar soner hag ar bleiz ». Lec’hiet eo an eured « e parrez Sant-Riwall e kreiz ar Mene Are etre Sant-Kadou ha Braspars. »
Diazezet eo ar vojenn war an darvoud liesseurt er Roc’h e 1505. Da heul ur skrapadenn eo kaset Jean Rival, un tavarnour barzh, e donder ur poull. Diwezhatoc’h e vez komzet eus « Riwall varzh... ». Skrivañ a ra Brizeux ur barzhoneg: « Le barde Rî-Wall ». Ha Fañch Abgrall- alc’houeder an Are a gont istor eus « Riwal le sonneur ». Gant Yeun ar Gov e teu da vezañ anv ar penndudenn hini ar barrez.

Evit kaout soñj eus buhez ma hendadoù e vizitan Ti ar C’horneg savet e 1702 ha Ti ar re Bothorel en e-gichen. Heñvaladurioù a zo gant seurt tiez adaozet e lec’hioù all. Me a garfe lenn e brezhoneg anv an ostilhoù, an arrebeuri, ar savadurioù. War dalbenn an ti e weler ur skalier-mein diavaez dindan valed arouezius eus an tiegezhioù pinvidik. War e lavarer, e oa lojeiz evit menec’h ar Relleg pa zeue ar re-se evit serriñ ar gouel-mikael. A-skouer ouzh an talbenn ez eus un apoteiz toullet gant daou brenestr strizh. En tiegezhioù en o aez e veze kavet un daol hir sklaeret gant ar prenestr, gant ur skaon hir eus un tu ha bank ar gwele-kloz ahed ar voger diouzh an tu all. A-us, a-istribilh ouzh an treustoù e oa ar parailher gant e loaioù koad. Gerioù all a zo evit ober eus seurt savadur: avañs-taol da skouer. Hervez lod e veze kavet amañ ur stern-gwiader e-barzh tier disteroc’h.
E tu-diabarzh an ti, eo sachet al lagad gant an oaled vaen ledan. A bep tu dezhañ ez eus ur skaon keinet lakaet dindan tumenn ar siminal evit ma vefe an dud tostoc’h ouzh an tan. El levr anvet : « E korn an oaled » e kont Christophe Jezegou istorioù da zibunañ e-kerzh beilhadegoù. Setu « eur ger a-raok » gant ar skrivagner:
« E ti ma zud, brema ´zo hanter-kant vloaz, pa vije drebet koan, e-pad ar goañv, goude ma vije lavaret ar pedennoù ha lennet Buhez ar Zent, ar mevel a yae, atao, d’ober ur mel tantad tan.
Ar re all a laboure : ar merc’hed da c’hoalc’hi stalioù koan ha da ober stam ; ar goazed da baluc’hat lin, da zresa ´r starnachoù ha me oar...Deuz an amezeien e teue, bemdez, unan bennak. Beilhet e vije beteg dek , unnek eur noz. Hag hir, morse, na vije kavet an amzer. Rak goude beza kaozet eus nevezentioù ar c’harter hag ar barrez, lennet Feiz ha Breiz, devezioù a vije, ar mevel a gomanse dibuna e istorioù. »
Pa oa Yeun ar Gov paotrig e plije kalz dezhañ an nozvezhioù e korn an oaled diouzh ar goañv. Dudius ha kentelius e oant. « Darn, marteze a lavaro gant fae na oa an danevelloù, ar rimodelloù, ar sonioù, ar gwerzioù ha betek ar c’hantikoù-se, nemet ul lennegezh, ur folklor truilhek, mat hepken evit tud izel ha dizesk. N’emañ ket warno, a dra sur, tres ar sonioù nag ar skridoù hudur a skigner bremañ, e galleg, e-touesk ar bobl hag a zo merk ur sevenadurezh war ziskar, koulz e-keñver traoù ar Spered ha re ar Galon. Dre al lennegezh-se hag o didue n’eus ket pell c’hoazh, eo miret betek-hen, gant ar Vretoned, ar pleg o deus bet a-viskoazh evit ar Gened, ar Faltazi hag ar Fiziañs en ur Blanedenn Welloc’h er Bed-All. Ganti eo bet skoazellet ar rummadoù tremenet d’ober o zreizh war an douar ha da c’houzañv prederioù ha ur vuhez kalet ha poanius, ar pezh a laka sklaer hag anat he zalvoudegezh. Rak, evel ma lavar Furnez hor Bro:
Hep un tamm pebr hag holen
Vez meurbet goular ar soubenn.
Ha petra ‘dalv an danvez hepken pa ne vez ket d’e heul un tammig huñvre da frealziñ Mab-Den brevet pe sammet gant e labour pemdeziek? »
Gallout a ra un den ober tro ar vourc’h (1km5) « war hent glad Sant-Riwal » a-drugarez d’ul levrig a gont istor al lec’hioù gweladenet. Evit bezañ goueziekoc’h war terouer ar gumun dav eo lenn al labour fonnus kaset da-benn gant Herve Kere diwar-benn anvioù parkeier hag istor ar c’hêriadennoù. Ne felle ket din kuitaat ar vourc’h a-raok heuliañ ru Ti-Penneg. Lesanvet eo ar ru-mañ: « Ru Kaoc’hek». Dre-aze e tremene tout ar saout en ur vont da beuriñ er pradeier etrezeg Pont-ar-Varn. Hag ar ru a veze marellet gant bouzell daoust d’an amezeien ez ae da vouzella evit druzaat o liorzhoù. Ar memestra er Fouilhez...

Echu ma bourmenadenn e Sant-Riwall, setu me adarre war roudoù ar c’hi ruz.