C’hoariva e brezhoneg er skol (1991)

, par  herve , popularité : 4%
[brezhoneg] [français]

Tregont vloaz ’zo dija e teue Goulc’han Kervella bep bloaz da sevel ur pezh c’hoari gant bugale skol diyezhek publik Sant-Riwal (ha dont a ra c’hoazh).

Er bloavezh-se oa bet savet "Beaj Melwina" ha c’hoariet e tal Ti ar C’horneg.

Un tammig trouzus eo an tamm kentañ eus ar vandenn video (bet filmet gant YB Kemener war e gamera bihan), met tro zo da welet tud ar vro o vont e-barzh ar jeu gant Goulc’han.

Pellgargañ
Gwelet

Gwelet pezhioù-c’hoari all bet savet etre 1985 ha 1997.