A-dreuz ar menez war VTT (trede pennad)

, par  Alain B , popularité : 2%

« Kemeret a ris ar pezh a ugent real a ginnige din ar beleg, hag ez ejomp, ar c’hi ha me, etrezek ar Fouilhez. Tri c’hard-eur bale emañ-hi, ar barrez-mañ, diouzh Botmeur. An dra-ze n’oa ket kalz a dra da ober evit un den hag en doa divesker mad eveldon-me.
Ar c’hi ruz a stagas da harzhal ouz traoñ eur voger hanter-c’holoet gant an iliav. An nor, dor ar presbital a wigouras war he mudurunoù merglet, hag e teuas ar beleg d’hor c’havout en eur lavaret :
– Chezus! abred emaoc’h da vihana! N’out ket re skuizh va faotr? Klaoustre ez afe ur banne gwin ganez ?
– O ya, aotrou person, (hervez lavaroù kozh Breizh Izel, Person ar Fouilhez a zo pilhaouer !) ha daou ivez ! Mes hiziv n’emaon ket e-tro, hag amzer n’am eus ket da goll. 

Dao ! etrezek ar roc’h Tredudon.
Cheñch a ran parrez. Lec’hiet eo ar roc’h-se war gumun Ar Fouilhez. Er pellder e weler un delwenn hir gant bandennoù ruz ha gwenn savet gant ur Giacometti bennak mod Breizh. N’eo ket ! Un treuzkaser tele eo, pintet uhel evit kas skeudennoù eus ar bed e tiegezhioù Breizh. Dibennet e oa bet hanter-kant vloaz zo gant tud chomet dianav. Lezet ganto un displegadenn war ur banell vihan :
FLB
evit ar brezhoneg...

N’eo ket re serzh an hentig, roc’hellek ne lavaran ket. N’eus ket tu da vont tostoc’h ouzh ar savadur gwarezet gant ur gael. Tremen a ran hebioù a-raok adkavout ur roudenn a-rez ar brug. War hent Boneur emaon a-raok tizhout Ar Fouilhez. Aes a-walc’h e teu gant ar marc’h-houarn.

En un taol kont, e tizoloan un aneval ramzel e penn ur roz.
E drolinenn en em zistag war an oabl a zo heñvel ouzh hini ur c’harv. Digor bras e c’henoù. E gorf moan a zo douget gant kilhoroù hir. Chom a ra dezhañ nemet ur c’horn korvigellet dre faot un emgann bennak, hep mar ebet. Peseurt arzour en deus faltaziet e oa er barroù-se danvez a-walc’h evit kizellañ al loen ?

A-raok ar bourk ur banell-henchañ a gemenn d’ar vleinerien emaint oc’h erruout en ul lec’h dreistordinal- e Breizh d’an nebeutañ. Skrivet eo warni : kêriadenn uhelañ e Breizh. Ar pezh n’eo ket gwir-bater. Aet eo ar maout gant Lanfains, ur gumun eus Aodoù-an-Arvor. Uveloc’h eo ar banell a heñch : Ode Lanfains uhelder 322m. Dister a-walc’h evit an ode, koulskoude sonn eo ar c’hrav ha mat da zegemer redadegoù belo poanius.

E-Kreiz bourk ar Fouilhez e seblant plasenn ar gwez-kistin Bourdel bezañ bras divent ha didud (gwechall e oa war al leur-gêr pemp dervenn gantvloaziek). Chom a ra e-unan-penn bolz-ar-soudarded, 112 anv skrivet war e sichenn dindan delwenn ur soudard eus ar brezel-bed-kentañ harpet ouzh e Lebel. Evit lidañ arsav ar brezel-bed kentañ an arzour « street art » mil-vrudet en deus peget war mogerioù ar gêriadennig poltredoù faltaziet eus 112 soudard a orin eus Ar Fouilhez« marv evit ar vro ». D’ar mare-se e oa leun-chouk ar barrez : tost da 2000 annezad. Hiziv an deiz ez eus pemp kant bennak anezho.

Hervez doare eo bet harzhet an digresk. An dilennidi a zo leun a fiziañs : ar bourk a vo az-nerzhet, eme ar maer. Ha troiadoù MTB a vo digoret. Koulskoude tro-dro d’ar blasenn ez eus tiez e gwerzh, abaoe pell. Ha n’int ket ker-ruz. Ar stal-vara en o-zouez. Hogen, un ti-bara-ispisiri a werzh bara kornek gant begoù aozet gant ur bouloñjer eus ar vro. Hag n’eus ket par d’ur banne bier prenet e breserezh « An Alarc’h »evit distanañ e c’hourlañchenn goude ur frapad belo. Iliz Sant Yann-Vadezour a zo bet savet e-kerzh eil lodenn an naontekvet kantved pa oa parrezianiz diouzh an druilh. Kazi dizarempred eo bremañ ar savadur gant he zour dantelezet, pintet uhel he c’horzenn eizhkornek hag he garidoù mistr. Koulskoude e vez kaset en-dro abadennoù sonerez klasel brudet ́ba en Iliz.

Divuzul e seblant bezañ batisoù skol e-keñver an niver a skolidi. A-dal d’an iliz emañ Porzh-Kloz, gwechall ti ar barzh Ivonig Pikard. Kloz e oa e gwirionez ar porzh, dirak ur savadur e zor bolzet, bet gwechall, e mare Brezelioù ar Groaz- maner, minic’hi ha herberc’h-ti evit marc’heien Sant Yann hag a voe mistri war ar vro betek1790. Goude bezañ bet anvet da gelenner e meur a lec’h e Breizh dreist-holl, ez ae d’ar Fouilhez da dremen an hañv. Mervel a reas e 1925 hep kas da vat e huñvre :

  • Me a garfe bevañ e gorre ar Fouilhez
    Evit gwelet bemdez da bep eur, va menez,
    Va bourc’h, he zour, he c’hoad, koumoul o kuruniñ
    Kribell an torgennoù; an heol o lugerniñ
    War vrug ar gwaremmoù; ar moged o pignat
    ´Us d’an tiegezhioù; an den o labourat;
    Sav mintinoc’h an deiz; ur gridienn don da noz;
    Dindan an oabl hedro kenvroiz o repoz
    Fellout a rae dezhañ bezañ douaret er vered e barrez hag e vo savet warnañ « ur groazig keltiek ». War ar sichenn e lenner :
    E Doue e kredan
    Hag er vuhez dazont

Hervez beajourien ne oa ket brav bezañ Fouilhezis a-raok dibenn an naontekvet kantved. Abaoe amzer ar Romaned e oa ar vourc’h ur gêr arsav war hent etre Karaez ha Brest. Cambry a lâr e oa an davarn nemeti mogedek ha diskonfort. Ouzhpennañ a ra Brousmiche e oa ar gêriadennig-se e-touez ar re lousañ eus an departamant. « E pep lec’h ar glac’har hag an dienez...pebezh paourentez...ne vez gwelet nemet bugale pilhaouek...war a seblant ez a pep tra da c’houez... » eme André Mori. Padal cheñch a ra sell ur beajour e 1893. Merzhout a ra skolioù bras ha kaer, tiez nevez, gwaremmoù difraostet, trevadoù fonnus. « Gallout a ra ar vro bezañ lakaet da binvidik. »

Buhezek e oa ar maezioù e deroù an ugentvet kantved.
Hag e veze gwelet

  • an troc’her gouzer
    « Ur c’hroc’hen maout war chouk e gein
    Gant e falz war goubl e vrec’h. »
  • Pe an torrer-mein « Da vordig an hent
    Da derriñ kailhastr a bep ment. »
  • Ar mesaer ivez « A ziwall ouzh ar bleiz ar maout hag e zeñved. »
  • Ar paotr-saout « Ur foet lemm war e vrec’h,
    en e zorn un tamm bara
    ́Vit mont gant al loened da beuriñ er prajoù. »
  • Hag an troc’her lann
    « Prim-ha-prim ha kempenn
    An holl dammoù kardenn
    ́Zrammas evel kustum :
    Dispar e oa e zastum. »

Ar re-se a veze anavezet evit lakaat trouz etre an dud seven.

  • Pe c’hoazh ur c’hozhiad o keuneuta
    « E tistro gant e samm, goustadik, eus ar c’hoad.
    A-boan e vez gwelet ken hir eo ar brankoù.»
  • Fañch an tachaouer ez a war vale
    gant e azen evit dastum hern kozh.
  • An tenner-mouded,
    « en e veg ur c’hornig,
    Ha dindan e gazel peurvuiañ ur balig,
    Alies diarc’hen, e kerzh war-zu ar yun. »
  • Ar c’hlasker-bara a ergerzh ar vro.
    « Skoazellet gant e vazh, e dreid pounner a-stlej, ur bisac’h war e skoaz »

Emañ un den o ren oc’hen nevez ereet evit difraostañ ur waremm enni pilgosoù gwriziennet don.
Setu taolennoù eus an amzer aet da get pa oa anv eus « La copiosité du populaire » er maezioù Breizh.