A-dreuz ar menez war VTT (pevare pennad)

, par  Alain , popularité : 6%

An destenn lennet gant Kristian Braz :|

|

« -Ac’halen Yann, e rankez mont bremañ da gas ar c’hi da Vrenniliz.
Eus ar Fouilhez da Vrenniliz ez eus keit ha ma oa diouzh Botmeur da Sant-Riwall, da lavaret eo ul leo vale. Petra eo an dra-se d’an baleer evidon-me?

«Dans les sentiers du Venec, aux abords de Lenn-ar-Youdic, des hordes de damnés qui, hurlant la peur, attendent les supplices et les châtiments éternels». Fañch Abgrall

Goude bezañ aet e-bioù ar Veneg, mirva natur ar vro (hiniennoù a fell dezho e vefe astennet an dachenn warezet, met n’int ket a-du chaseourien, labourerien douar, forestourien ’zo, tabut a zo etrezo), on erruet e Brenniliz. Anv ar gumun a zo bet roet d’al lenn ha d’ar greizenn nukleel. Un herezh ponner da zougen !

Ar wech kentañ e oan deuet da Vrenniliz e oa tro-dro ar bloavezhioù 1970 da zeiz gouel ar gumun e fin miz gouere. D’ar mare-se e tiskouezen ma jaritelloù en ur gemer perzh e redadegoù war varc’h-houarn. E koun Alfred Jarry, genidik eus Laval, ́m oa lakaet gwriat « Antechrist » war ma bragoù berr. Ret eo gouzout en deus embannet ar skrivagner al levrig "César-Antéchrist " evit lidañ buhez an den a c’hano da heul ur par etre ur seurez hebraek, ur fals werc’hez hag an naer kozh ! (Hervez La Salette). JPEGUr seurt taol- lagad d’am c’henvroad e oa an enskrivadur. Un dichekadenn ivez, a-unan gant spered Alfred hag ar spered a rene da heul darvoudoù degouezhet e 1968. ( spered Yod Kerc’h ivez). Kizellet eo bet delwenn ar skrivagner e-tal e velo gant Zadkine, ar c’hizeller mil anavezet. Arouezioù e vuhez a zo gantañ . Emañ o skrivañ ul levr hag o leuskel un tenn pistolenn. An oberenn a vez gwelet war blasenn"gwirioù mab-den" a-dreñv ti-kêr Laval.

Savet eo bet ivez ur trajedienn titlet « An Antekrist » gant Tangi Malmanche. Penndudenn an istor eo ar ribler Fontanella hag a rae e reuz e Breizh. Kavet en deus ar skrivagner e awen diwar ar Barzaz Breizh a gont istor ar paotr daonet ( ar Bleiz e lesanv ) en un doare varzhoniel, pell diouzh ar wirionez dezrevellet gant ar chaloni Moreau.

Gwisket cheuc’h ´m eus kemeret perzh er redadeg devezh Gouel kumun Vrenniliz. Berr e oa an troiad gant ur c’harv serzh hag un diskenn da ergerzhout 30 gwech bennak ( 255 m er bourk ha 150m e-kichen milin Kerranou). Glav pil a rae pa oa poent loc’han. Setu hon eus divizet ma mignon ha me gortoz pelloc’h e goudor ar c’harr-tan. Pebezh souezhadenn evidomp gwelet an duilhad o vont hebioù dimp ha ne oa ket echu ar glav ! JPEG Ni da lammat prim-ha-prim war ar beloioù evit adtapout ar re all. Ar pezh a voe graet buan. Met ar c’homiserien a oa war-evezh. Hag unan da huchal er mikro « Ret eo d’an niverennoù ...diskenn diwar varc’h-houarn ». Pell ́m eus graet skouarn vouzar ouzh an huchadennoù. A-benn ar fin e ris ma soñj treiñ diwar hanter hent. Ar c’homiserien-se strizh o spered ne oant ket evit intent ne cheñchfe ket disoc’h ar redadeg abalamour d’an daou c’hant metrad bennak ha ne oant ket bet kaset da vat ganimp. Ne vern hon displegadennoù. Hanter-kant vloaz diwezhatoc’h e chom bev-ru ar gerseen2...Kêr villiget...

D’an amzer-se e oa c’hoazh en he reizh ar greizenn nukleel ken e tenne ar gumun he mad eus an taosoù paeet gant EDF. Savadurioù a zo bet savet evit degemer servijoù publik ha bravaat kreiz ar bourk. Bremañ e nij ar gwenn-ha-du war dalbenn an ti-kêr nevez gronnet gant banniel Bro-C’hall ha banniel Europa. Hiziv eo serret Ti mirva an natur hag an avanked. Krediñ a ra din eo kousket ar bourk. Met pinvidik eo glad ar vro da zizoleiñ e-kerzh baleadennoù war ar maez. Marteze e vo merzet, gant ar re a zo frouezhus o ijin pe lemm o sell, boudigoù kazi diwelus o fiñval dindan an daol vaen anvet Ty ar boudiged. Tomm eo an amzer hiziv, goude bezañ gweladennet iliz Itron Varia e kreiz ar vered ez an da soubañ ma divorzhed skuizh el lenn.
E deroù an ugentvet kantved ne oa ket gwall vat an douar ha ne oa nemet tachennoù bihan tro-dro d’ar Yeun. JPEGEvit treuzvevañ e oa ret d’ar gouerien baour ha d’an devezhourien mont da bilhaoua. Dastum a raent pilhoù war ar maez a veze troket gant listri-taol. Goude e veze gwerzhet an dastumadeg d’ar vilinerien-baper. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn al labour-se e kemeran penn an hent war-zu Lokeored.


gerioù 1: provocation 2: déception

Pellgargañ al lennadenn :