A-dreuz ar menez war VTT (pempet pennad)

, par  Alain , popularité : 6%
Selaou :

"Ac’halen ez i war-eun da Lokevred. Al loan a oar an hent da vont di. Aotrou person ar barrez-se (person Lokevred a zo stouper!) a lavaro dit da belec’h mont gant da gi. A-benn un eur e viot rentet eno. Kenavo bremaik, Yann, ha chañs vat dit."

Bet on bet hed-ha-hed gant ar greizenn nukleel, un totem kofek a dufe aezhennoù mougus. Dinerzhet eo bremañ. Unan all a-blom a zo e krec’h Roc’h Tredudon, sonn e gorf treut hag hir. « An treuzkaser tele » a vez graet deuzoutañ. Arouezioù eus an amzer a-vremañ. Er pellder e vez gwelet ur savadur munut pintet uhel war laez un dorgenn: Chapel Sant Mikael. Heñvel eo ouzh ur beg-bronn a-us ur brennid fonnus, un tamm faezhet koulskoude.
Setu da-heul ur varzhoneg titlet: « Saint-Michel de Brasparts » gant Robert Mallet. Er memes gweledigezh eo kemmesket ar gweledva (al lenn, an oabl, an duchenn hag ar chapel) gant korf ur vaouez dindan efed he c’hoant.

JPEG

Sur les nuages ardoisés transparaît la couleur de la peau qu’illumine un astre intérieur.
Un souffle dénude la chair ronde et rosée qui portait le deuil de l’époux jamais trouvé.
Les voiles s’envolent en fumées. La fine étoffe, où les courbes du buste s’effacent, fusionnent lentement avec le ciel que lisse la lime bleue des vents.
Le sein fouetté par l’air se gonfle. Les veines activent leur circulation vers le mamelon pour y porter la survie. Le long des chemins abrupts, le pèlerinage des sèves commence.
La pointe s’érige en clocher. La cloche, endormie par la brume, s’ébranle sous la rafale. D’abord glas puis carillon, elle appelle les lèvres à l’office.
Et voici que l’étang alangui se réveille au milieu de ses vapeurs, encore mal dessoûlé des ivresses qu’il se prodigue à lui-même, mais assez lucide pour en désirer d’autres.

Goude ur frapad-hent setu me arruet e Lokevred dirak mirdi ar bilhaouerien hag ar person.
«Tamm pilhoù, tamm pilhoù
Digorit ar gloued!»
Setu ar pezh a huche pilhaouerien an Are evit sachañ evezh o fratikoù. Evit derc’hel soñj eus o labour, ur mirdi a zo bet aozet e Lokeored. Ar varc’hadourien-red-se ne oant ket razhed-iliz. Setu perak ne oant ket priziet mat gant person ar barrez. Hini Lokeored (bloavezhioù1860 bennak) en doa savet ur ganaouenn vousgoapus en ur lakaat war-wel perzhioù fall ar baotred.

Marivonig zo dimezet
Gant ur flaerius pilhaouaer (2 w)
E Lokeored ez eo ganet
E koumanant Toull-al-Laer.
Foei, foei, foei, va zammig aotroù,
Gant e stoup hag e bilhoù. (2 w)
Drailh ‘ra un hanter bater, Tana ‘ra e gorn-butun, (2 w)
Kemer a ra e grog-pouezer Evit mont war hent Sizun...
P’en deus kavet kamaladed E-barzh un davarn bennak (2 w)
Meur a vanne en deus evet‘ vit lakaat e gof distag...
Seul ma ‘z aio d’ar pardonioù, E vo atav mezv-dall, (2 w)
Darb’t oa dezañ koll e vragoù E Lokeored an deiz all...
Pa zeuio karrig an Ankoù D’ober e dro er vro-mañ, (2w)
Me yelo da lâred dezañ
Kas va filhaouaer gantañ...
Komzet ‘vo d’an aotroù person Eus ar flaerius pilhaouaer, (2w)
‘vit ma gano al Libera Hag ouzhpenn son al lonker !
Foei, foei, foei, va zammig aotroù, Gant e stoup hag e bilhoù (2 w).

Brudet oa ar ganaouenn kement a kent bihan ma oa bet savet un azasadur1 evit ar skolidi hag un doare all diouzh savpoent ar vaouez.

Titouret mat eo ar mirdi. Displegañ a ra e brezhoneg tuioù liesseurt ar vicher en un doare pedagogel ha skeudennet brav. Em c’hichen e klask ur vaouez distripañ gèrioù skrivet e brezhoneg war banelloù. N’hall ket ha dipitet eo homañ. Anzav a ra : « J’ai perdu mes mots en Breton !». Goude bezañ toullet kaoz ganti eo anat deomp ez omp kevnianted2 .
Daoust ma oa echu « oad aour» ar bilhaouerien goude an eil brezel bed, ma zud a oa war ar vicher e Breizh-Uhel. N’ em eus ket disoñjet c’hwezh kreñv an naftalin ha douster blev al lapined.
« Piau! Piau! Piau d’lapin ! » Huchal a rae ma zad a-bouez e benn o tremen hebioù ar gêriadenn en ur gas e velo war-raok.

Sterniet e oa hennezh evit dougen sammoù krec’hin lapined : daou zoug-samm ledañ, unan a-dreñv hag unan all goveliet a-ratozh kaer a-ziaraok. Diwezhatoc’h e voe staget ur c’harr bihan a-dreñv evit sammañ pilhoù. E dibenn an devezhiad labour, o kinnig pep bern kouezhañ en e boull e veze gwelet skeud an ekipaj war an dremmwel. Tennañ a rae un tamm d’ur c’hañval gant e zaou dort o vrañsellat goustadik er pellder. A dra sur ne oa ket kompez an hent pa oa bet re domm an amzer ha re stank ar banneoù. Hag ez ae war vrañsellat ar c’hañval evit chom a-blomm betek Oc’heg lec’h ma oa o chom goude an eil brezel bed.
Klevet eo ar galv. Hag ar chas da harzhal e penn o chadennoù, hag ar vugale da youc’hal. Kalzig a strafuilh a zo warno. Pa ne vezont ket fur e vez lavaret dezho e vint roet da zebriñ d’ar pilhaouer, ur seurt barbaou dezhañ. Ar maouezed a ya war-zu al lochoù lec’h ma vez lakaet krec’hin lapined da sec’hañ a-istribilh ouzh ur voger. Ha miret pizh e vezent. Pep hini a zo astennet war ur patrom : un dornad plouz pe ur forc’hig graet gant div gelvezenn a zo gwevn o garennoù. Distroet eo ar groc’hen evit diskouez he blev. Ne bad ket pell an abadenn. Kroget eo ar c’hrec’hin ouzh ar c’hrog-pouezer ha goude un tamm kaozeadenn eo savet an emglev diwar-benn ar priz etre ar pilhaouer hag ar batronez. Alies e veze miret an arc’hant-mañ gant ar vaouez eviti hec’h-unan. A-wechoù e veze roet gwerzh butun d’ar vugale.
- Ugent lur pep-hini, pemp lur muioc’h evit ar re wenn.
- N’oc’h ket brokus an den evit ar bloaz !
- War ziaesaat ez a al labour, ma faourkaezh itron !

Hag ar pakad en herr dreist an doug-samm. War greskiñ e ya ar bern .
A-wechoù ne oa ket ken plijus an darempred. Foetañ a rae bro ma mamm evit drusaat ar peuriñ. Soñj he deus :
«War ar maez e oan kontet termaji. Hag e oa distaget ar chas gant kouerien binvidik pa oan erruet war-wel ouzh an atant. Ha me da skarzhañ ar buanañ ar gwellañ gant ma sammoù.»
Bernioù krec’hin a veze adwerzhet d’ur groser evit aozañ mantilli, bonedoù, ha peg ivez. An hini wellañ evit prientiñ un daolenn a vo livet warni.
Tonket e oa ma zad evit ober war-dro krec’hin. Pa oa paotr-saout e-kichen Baen-Veur e klaske pechañ gozed3. Hag ar feur zu astennet gant tachoù war ur blankennig a veze gwerzhet gantañ evit ur pezhig gwenn.
N’ez a ket ar pilhaouer da redek bro hep e grog-pouezer pe e « valañs romaine », holl e beadra. Perak « romaine » hec’h anv ? Goude ma oa ijinet honnezh e Sina pell a-raok a voe implijet e Roma. E gwirionez e teufe ar ger-mañ deus ar ger arabeg « al-roummanach » evit lezanviñ ar pouez mont-dont, stumm gantañ ur c’hreunadezenn stilekaet . Abaoe an eil milved Kent Jezuz-Krist e veze implijet ar benveg e Reter-Pellañ. Deuet eo en Europa dre Hentoù ar seiz a-drugarez d’ar varc’hadourien a werzhe madoù prizius. Prizius e oa ivez ar pilhoù dastumet gant hon pilhaouer evit gounit e dammig kreun war ar maezioù. Ne oa ket anavezet mat gantañ istor lieskantvedel ar benveg. Met hennezh a veze implijet en un doare efedus evit touellañ ar pratikoù. Anzav a ra Lili Toser :
- Ar c’hog-poueser ne oa ket just. Pa oa ur sac’had a boues lakaomp 15kg e vese lavaret dehe ne rae nemet ugent lur. Den ne verifie an dra-se d’an ampoent...

Evelkent ne zeue ket ar c’houblad da vezañ pinvidik. Ret e vije bet dezho prenañ ur c’harr-tan ha kavout ul lec’h evit lojañ o dastumadeg. Siwazh dezho dre ziouer a arc’hant ne greske ket an embregerezhig. Hag ur c’hevezer a gasas e daol da vat en o flas. Marsel ar pilhaouer a zeuas da vezañ marc’hadour avaloù ha neuze marc’hadour pesked : ur Yann a vil vicher... (Pilhaouerien Menez Are o doa choazet gwerzhañ lien) Tamm-ha-tamm e voe dilezet ar valañs. Marteze e voe implijet bep an amzer evit pouezañ traoùigoù . Setu perak eo chomet resis kenañ an ostilh a-ispilh ouzh an treust em c’harrdi a zo arouez ur vicher ankouaet. Ankounac’haet naet ?...Ket...

Pa vezan o veajiñ gant un tropad beajourien a bep seurt, a bep micher, tud a-bouez...ijinourien, barnerien, prederourien, medisined ha me ́oar me...buan a-walc’h e vez goulennet gant ur Yann gurius bennak :
- Ha te , war betore micher emaout ?
Ne fell ket din paboriñ, n’on ket ur gaouier. Ne laran ket da skouer : kelenner a enor war vrezhoneg e skol-veur Roazhon.
Ket ! Me da respont gant un doare parfet evit lakaat da grediñ eo gwir-bater ma fablenn. Danvez a zo evit he magañ : ́m eus nemet da zibunañ gwir istor ma zud a lakaan war ma c’hraf.
- Marc’hadour krec’hin lapined !

Echu ganin gweladenn ar mirdi e tremenan e-kichen skol Raymond Rannou. Tad eo an den en deus roet e anv d’ar skol d’ur skrivagner desavet er gumun. Pascal e anv bihan -ur mignon din-. E-touesk e oberennoù, al levr « Sentinelles de la mémoire » a zo
maget gant eñvorennoù e vugaleaj er vro. Klask a ra ur bugel anavezout ar wirionez diwar-benn buhez daou eontr marvet en trevadennoù. Digarez eo da brederiañ war roll ar Vretoned dindan beli ar Vamm-vro evit krouiñ pe virout trevadennoù.

« Etrezeg Lannedern ez ejomp ar wech-mañ..."

 [1]
 [2]
 [3]
Pellgargañ an destenn stumm pdf :
Pellgargañ ar son:

[1Azasadur=un doare aesoc’h da zeskiñ

[2kevnianted=kendirvi a bevare derezraok

[3Pechañ gozed=pakañ gozed gant ur pech (ur seurt trañch) pe ur wask ’vel houmañ JPEG