A-dreuz ar Menez war VTT : c’hwec’hvet pennad

, par  Alain , popularité : 8%
Klevet an destenn gant Kristian Braz :
Pell-gargañ ar son :

Serret, prennet ha morailhet dor e liorzhig gant person Lokevred, em sachas adarre ar c’hi d’e heul etrezek Lannedern. Ar pennad hent a zo etre Lokevred ha Lannedern en deus ar vrud da vezan hentet, noz-deiz gant eneoù ar re ’zo marvet e stad a bec’hed. Lavaret a reer, e tremen-distremen, war ar c’hozh-hent-se, karrig an Ankou, ar bugel-noz, an duzigoù, ar viltañsoù hag ar boudigoù, endra ma son mouezh kreñv torgenn Sant-Mikael gant youc’h mantrus an hoper-noz..

Kemennet on. Ne vo ket dizañjer mont war-zu Lannedern gant va marc’h-houarn. E riskl on da vezañ taget gant enebourien a bep seurt ha kaset war-eeun gant karrigell an Ankoù. Betek-henn n’on ket bet argadet nemet gant chas-baleer drouk. Meur a wech koulskoude. Ne blij ket ar varc’h-houarnourien d’ar chas. Darbet ’zo bet din lammat e-barzh ur rinier evit nompas bezañ drailhet gant daou gi-mesaer « Pyrénéens ». Dre eurvad e oa ar prad war-ziribin hag ez aen gant tizh evit tec’hout diouto. Ur wech all e oan bet rediet da c’hervel ul labourer-douar diouzh an tolead. Gant ur varrenn-houarn en doa lakaet da derc’hel ur c’hi gourdrouzus war e c’hourvez e-kreiz an hent. Soñj ’m eus eus ur c’hi-spagnol doare Breizh a rede ken e rede tostoc’h-tostañ ouzh ma c’hofoù-garr en ur harzhal war hent Sant-Riwall. Daoust ma n’eo ken ma c’hig diouzh ar c’hentañ troc’h. A-drugarez d’am c’hwezigell ’m eus roet lamm d’ar c’hi daonet. Beajet ’m eus a-dreuz an « Anatolie » gant ma marc’h-houarn.
An devezh-se ’m oa lakaet em soñj troadikellat tro-dro Avanos. Harzhet on gant un tropellad deñved a zo o treuziñ ur wenodenn. A-greiz-toud setu daou veurgi o tifoupañ d’o heul. Seurt ouenn a chas-mesaer _ar c’hangal vez graet deus outi_ n’halle ket bezañ esporzhiet ’n eus ket pell zo. Kroget ar spont ennon. Dre eurvad ne oa ket re bell ar mesaer. En ur huchal en doa taolet e vazh warno. Sentet o deus ouzh o mestr. Hemañ en deus diskouezet din e oa frank an tremen. Kavet ’m eus gwelloc’h kemer hent an distro. (O treuziñ an Anatolie war « Hent ar Seiz » e oa bet harzet ar baleer-skrivagner Bernard Ollivier ganto.
E-pad ar brezel bed kentañ e oa bet kaset eno ma zad-kozh gant an « Arme ar Reter » evit stourm a-enep an Durked. Treuzvevañ a raent a-drugarez da laeradennoù diwar-goust ar vesaerien. Meulet e veze ar mesaer da vezañ e penn un tropell ken fonnus gwarezet gant chas ken brav. Hag e veze galvet ar chas gant o mestr. E-pad ma oa ur bagad soudarded o reiñ mel d’ar mesaer, ur bagad all a oa o tapout krog en oaned da zebriñ poazhet er broud.
Abaoe ’m eus prenet un ardivink « ultra-sons». Sañset emañ hennezh o virout ouzh ar chas mont re dost ouzh o « freizh ». Daoust-hag eñ e vo efedus ar benveg-se a-enep viltañsoù war hent Lannedern ?

Distroomp warnañ. Evit treiñ diwar an D12 ez eus un hent a ya dre gêriadennoù : Runguen, les Tourelles, l’Angle(anvioù-lec’h e galleg hag e brezhoneg kemmesket)...Met ne vefe ket brav treuziñ gwazh ar Pont-Mein a zisparti Lannedern eus Lokevred. Sañset eo satanazet traonienn don an « Douphine vihan ». E 1789 e oa bet krouet ar c’humunioù hervez patrom ar parrezioù kent. (E 1330 e oa dija anv eus Lannedern). Hag an harz etrezo a zo bet treset. Ur vojenn a gont istor an didroc’hañ en un doare disheñvel. E dibenn an navet kantved e oa erruet er vro, war gein e garv doñvaet, ur manac’h a orin eus Bro Kembre evit kristenaat an annezidi. Ambrouget e oa Edern gant e c’hoar Genovefa. Ar gweledva bravañ e Breizh evit sevel tiegezh, hervezo. Genovefa a lakaas da sevel un iliz war an uhel en ul lec’h a voe anvet Lokevred. Hag Edern da sevel ur peniti e Koat-ar-Roc’h. Evit bevennañ da bep hini e derouer e voe graet an emglev. Perc’henn e vefe ar sant war un dachenn ergerzhet gantañ war gein e garv etre serr-noz ha kan ar c’hog. JPEGO welet e oa arruet he breur tost iliz Lokevred ha ne oa ket c’hoazh tarzh an deiz e tivizas Genovefa herzel anezhañ. Lakaat a reas ur c’hog da ganañ goude bezañ soubet hennezh e-barzh ul laouer. Gwir pe faos ? An harzoù etre an div vilajen a zo kazi hanter-hent. Da heul an taol trubarderezh-se e tarzhas ur sach-blev etrezo. Divizet gant ar Sant e chomfe dam-faoutet da viken kleier iliz Lokevred. Respont a reas e c’hoar e chomfe tour-iliz Lannedern berr ha krenn. Ar pezh a voe graet.

Istor ar sant en doa roet e anv d’ar barrez a zo kontet war c’hwec’h panellig kizellet ha livet brav a-ispilh ouzh moger an iliz. E-barzh homañ e vez gwelet bolz-eñvor ar Sant.
E pep lec’h e vez kizellet, livet, brodet, treset hennezh gant e garv leun a anaoudegezh-vat e-keñver e vestr en doa gwarezet anezhañ pa oa eñ redet gant chas. Evel-just e vez kavet ar c’houblad war skoed-ardamez ar gumun. Er mitologiezh kelt eo ar garv arouez ar galloud, ar gourelezh, ar frouezhusted . Hemañ zo kontet Roue ar c’hoadeier. Pep bloaz e kouezh e vrankoù hag e kreskont adarre niverusoc’h ha bravoc’h. Marteze un arouez eus trec’h ar vuhez a-enep ar marv. Roueed Frañs ar grennamzer a veze gronnet o c’horf en o bezh gant krec’hin-kirvi. Ul liñsel souezhus ! Diskouez a rae ar c’hroc’hen a zasorc’he dre he brankoù hent ar vuhez peurbadel. Trec’het e vefe an Ankou digor bras e genou kizellet er maen-greun e kornog porched an iliz ? Diefedus e vroud lemm ? Koulskoude eo sterniet dor ar garnel gant ar marv stilekaet : pennoù-marv ha skinoù kroaziet dindano. Gant piv emañ ar wirionez ? Hag e lenner war an talbenn : Cogita Mori-Respice finem, Dalc’h soñj out marvel, soñj en da fiñvadennoù diwezhañ.

Hervez ar c’honter Yann Guillamot e veze gwelet e Lannedern un ouenn a dud beurbadel a-raok ar Brezel Bras. E Gommanna ivez hervez Yann-Vadezour Lagadeg er gontadenn « kosoc’h n’eus ket ». Diouto n’eus ket par d’an aer yac’h an Are evit bevañ kozh-douar. Daoust-hag-eñ o deus diskennidi bev c’hoazh? Da welet diwezhatoc’h ?

Dindan skoed-ardamez ar gumun eo enskrivet he ger-stur : Bevañ mad...Ur sapre raktres ! Evit ar c’hentañ gwel n’eo ket komzoù toull. Brav eo ar gweledva. Talenn gentañ : ur porzh-iliz klok kelc’hiet gant ur vogerig-dro toullet gant ur seurt bolz-enor. Gwelet e vez an iliz, ar c’halvar, ar garnel, ar vered. Gris teñval gant askedoù arc’hlas an toennoù ha gris sklaeroc’h marellet gant tarchoù man ar maen-greun hag ar maen Kersanton eus mogerioù ha delwennoù. JPEGEil talenn : glas teñval ar c’hoadeier, teneroc’h hini ar pradoù. Hag er pellder, linenn kazi ingal ar Menez Are a-vec’h torret gant kern Menez Sant-Mikael en em zistag war an oabl cheñch-dicheñch. Strivoù a zo bet graet gant ar gumun evit nevesaat tier er bourk lakaet da feurmiñ. Evit degemer tud ez eus ur « c’hoc’hu », ur sal sevenadurel, ur sal lies-talvoud, un ti-post, un ti-skol pourvezet mat, un ti-mamm, ul levraoueg...Servijoù a-bouez evit an annezidi n’ez eus nemet 300 anezho. Tud a youl vat a ra war-dro al levraoueg a gemer perzh en « Nevez amzer ar varzhed ». Meulet eo ar gumun eus Menez Are a laka he barzhonegoù « da sec’hañ e gwarez ur c’hanndi pe war-skign a-hed ar girzhier. »

Evit klokaat ma anaoudegezh eus Sant Edern ez an etrezek e beniti hag ul lec’h anvet : Goaren Edern. War a lavarer, aze emañ e wele. Gant un tamm faltazi, eo gouest un den da ijinañ ar Sant en e -c’hourvez e-barzh seurt laouer. Tremen a ran hebioù Milin an Dug war ar stêr Roudou. Gwechall e oa teir milin amañ (un vilin-dour ha div veilh-avel) dindan varnerezh amaezhel Dug Breizh. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn buhez ar vilinerien ´n eus nemet mont da gêriadenn Kerouad war terouer Kommana (Plouneour paour ha Kommana gaez, a veze lâret). Amañ emañ an eil lodenn eus Ekomirdi ar Menez Are. Tu zo da welet petra oa buhez pemdez un tiegezh milinerien abaoe an 17vet kantved. Avi o doa an dud outo rak pinvidik e oant. Setu e veze graet goap gant lod : JPEG
Ar meliner, gwenn e veg
Laer ar bleud, laer an ed
Laer arc’hant ha laer aour
James meliner na vo paour...

Ouzhpenn ul laer ´vel an dour red, e veze kontet hemañ ur merc’hetaer.

Lannedern pe Lannevern ?
N’eus nemet da lakaat ar gensonenn « v» e-lec’h « d »(ur c’hemmadur gwirheñvel ha n’eo ket war ar roll c’hoazh!) hag eo krouet anv ur gêr faltaziet gant ar skrivagner Jakez Konan : Lannevern e kañvJPEG
E-barzh an danevell kentañ eo treset poltred jeneral Olier Kerangwenn un « tamm aotrou bihan tev » dre fentigellerezh yac’h ar skrivagner.
Marv eo ar jeneral ha kaset d’ar vered er c’harr-kañv. War a lavarer e oa bet tapet gant un taol-gwad. Brezelourien gozh kumun Lannev(d)ern a felle dezho diskouez o anaoudegezh-vat d’ur mignon en doa dastumet ur bruchedad medalennoù war dachennoù-brezel. Divizet e oa bet ganto balzamiñ ar jeneral e-barzh krec’hin kirvi evel e veze graet evit roueed Bro-C’hall an amzer gozh. Dindan gwarez Sant Edern hag e garv e c’hortozfe sioulik ar c’hadour dellezek deiz ar Varn diwezhañ.
E toull-dor ar vered e voe klevet trouz ha klemmoù o tont eus an arched. Pa voe didachet hemañ prim-ha-prim ha savet ar golo e lammas ar jeneral en e sav aet a varv da vev (ha ne oa ket un tasmant !). Da heul ar burzhud lakaet war gont Sant Edern e voe aozet ur pirc’hirinded. En iliz e voe staget ur skrid-gouestlañ e lenner warnañ :
Trugarez da Sant Edern
Evit e vurzhudoù

A rumm da rumm eo dalc’het anv eus an darvoud dreistordinal-se degouezhet e Lannev(d)ern. Sañset eo c’hoazh e-touesk eñvorennoù hiniennoù. Gwir pe get ? N’ouzon ket...
« Evel-se e oa gwechall
An hini n’en doa ket ijin
E oa ur spered besk a zen...(pe azen !)
 »
Lavaroù kozh a Vreizh Izel.

Hag ac’hano (Lannevern) ez is en un eur-vale da Vrasparzh...

Gerioù :
Elvadoù :palettes de roue du moulin à eau
Balzamiñ : embaumer
C’hwezigell : pompe
Er broud : dans la braise
Korfadurezh : anatomie
amaezhel : administratif
Talenn : plan(plutôt au cinéma)

Pellgargañ an destenn e stumm pdf :