War an Hent - Jack Kerouac

, par  Kristian , popularité : 67%

Al levr On the Road, embannet gant Jack Kerouac e 1957, a chom ul levr-kult bet troet e nouspet yezh, ha dizale e brezhoneg ivez.
Estreget an hent, ar c’hirri, ar seks hag an drogajoù e vez intret al levr-se gant muzik mare ar bloavezhioù 40-50 : ar bebop, Miles Davis, Dizzy Gillespie, Charlie Parker hag all.
Un tamm kinnig amañ eus ur senenn ma vez Kerouac ha Neal Cassady (Sal Paradise ha Dean Moriarty el levr) e-kreiz ur session jazz diroll e San Francisco.

Selaouit :

Diskenn a reas ar merc’hed, ha dao war-raok evit an nozvezh veur, en ur vountañ ar c’harr adarre war-zu traoñ ar straed. « O
Yaou ! Deomp dezhi !» a huchas Dean, ha ni ha lammat war an
azezenn a-dreñv, ha storlokat pelloc’h betek Harlem bihan Folsom Street.
Lammat ’maez a rejomp en noz klouar foll, diouzh son ur saxo
tenor hag a vleje gouez eus tu all ar straed, hag eñ o vont « HEI-YAH ! HEI-YAH ! HEI-YAH ! », tud o stlakal o daouarn diouzh al lusk hag o yudal « Kae, kae, kae ! » O treuziñ ar straed e oa Dean dija gant e viz-meud war-sav en ur huchal « C’hwezh ’ta, paotr, c’hwezh! » Ur strollad paotred zu en o abid Sadorn a oa o youc’hal dirak ar stal. Un davarn brenn-heskenn war he leur e oa, gant ul leurennig ma veze ar sonerien bern-war-vern warni, pep hini anezho e dog war e benn, hag int da c’hwezhañ a-us da bennoù an dud, ul lec’h diroll ; merc’hed foll ha labaskenn a veze gwelet okantren dre al lec’h, lod anezho en o sae-gambr ; diouzh ar vanell a-dreñv e veze klevet boutailhoù o stirlinkat. E tu a-dreñv an trapig, en un trepas teñval en tu all d’ar privezioù stlabezet o leur-zi, e oa tolpet ur bern paotred ha merc’hed, harpet o c’hein ouzh ar voger, oc’h evañ gwin porto mesket gant whisky hag o tufañ ouzh ar stered. Paotr e dog war e benn a c’hwezhe diroll en e saxo, hag-eñ gant un impro dibar en e greñvañ, ur riff hag a ziskenne evel-se :
« II-Yah », a-raok pignat betek un « II-di-lii-yah » dirolloc’h
c’hoazh, ha dao-dao diouzh strak an taboulinoù kignet, merkoù
bechadoù butun warno, a veze lopet ganto evel a-daolioù morzhol ne rae ket foutre kaer hennezh deus netra keit ha ma veze o kastizañ e varazhioù dic’hastet, ha strak, rat-tat-tat, strak. Ur muzik gouezo krozal, ya, hag an tenor, hennezh ’n doa paket « an dra », ha kement arvester a ouie en doa paket anezhañ. Dean, e benn en e zaouarn, a oa e-kreiz an engroez, un tolpad tud diroll ma oa unan.
An holl a youc’he, follentez en o daoualagad, evit isañ an tenor da zerc’hel an taol ha da vont pelloc’h ganti, hag eñ sevel diwar e gluchoù, ha puchañ en-dro gant e saxo, ha klozañ ar c’helc’h gant ur son sklintin a nijas a-us d’an engroez dirollet. Ur vaouez du hir ha treut a grogas da fiñval hec’h eskern dirak beg benveg an den, hag eñ da reiñ dezhi un taol gantañ, evel-se. « I ! I ! I ! »
An holl dud a houlenne hag a vleje. En o sav war o c’hadorioù e oa Galatea ha Marie, pep a werenn bier en o daouarn, o hejañ hag o lammat. Strolladoù paotred zu a zerede eus ar straed, hag int o vont bount-divount, o stourm evit gellet mont e-barzh. « « Dalc’h mat, paotr », a huchas un den e vouezh korn-boud, hag eñ o tistagañ ur pezh mell ruoc’hadenn a zle bezañ bet klevet betek Sacramento, ah-aaa ! « Hoo ! » eme Dean en ur flourañ e vruched hag e gof ; strinkañ a rae ar c’hwezenn diouzh e fas. Boudoudoum, klik, an tabouliner-se a skoe war e voestoù e foñs ar c’hav, ha kas al lusk d’an nec’h adarre dre e daolioù bizhier lazhus, rat-tat-ta-boum ! Un den bras ha lart a lammas war al leurennig, ha lakaat prantadigoù pa veze an tenor dibar o tennañ e alan evit an taol da zont, ne rae ken ’met lopañ war an touchennoù gant e vizied stignet, klotennoù nemetken, klotennoù sinaek, a lakae kement pezh koad ar piano da grenañ, kement kordenn dir da dintal sklint, boing ! Lammat a reas an tenor diwar al leurenn evit mont e-meskan dud, ha c’hwezhañ a-zevri en e saxo bepred ; kouezhet e oa e dog war e zaoulagad hag unan bennak a adlakaas anezhañ en e blas evitañ. Ober a reas ur c’hammed war-dreñv, ha skeiñ al lusk gant e droad ha c’hwezhañ un darzhadenn raouliet ha joaius, ha tennañ e alan, sevel e saxo ha lakaat ur son skiltr da strinkañ en aer, a-gleiz hag a-zehoù, ur gwir youc’hadenn. Dean a oa en e sav dres dirazañ, stouet e fas betek beg ar saxo, o strakal e zaouarn, e c’hwezenn o ruilhal war alc’hwezioù ar benveg, ha pa voe merzet gant an den e tirollas hennezh da c’hoarzhin dre e saxo, ur c’hoarzhadenn hir ha krenus ha diroll, hag an holl da c’hoarzhin d’o zro ha da vrañsigellat a-zevri. Hag a-benn ar fin e tivizas an tenor lakaat e holl startijenn ganti, hag eñ da souchañ ha da zerc’hel un DO uhel e-pad pell, tra ma kreske ar cholori hag ar youc’hadennoù tro-war-dro, hag e soñjis e oa darev holl fliked ar post-polis tostañ da aloubiñ al lec’h. Treantet-tout e oa Dean. Paret e oa selloù an tenor warnañ ; hennezh en doa dirazañ unan sot hag a gomprene anezhañ, met unan, ouzhpenn-se, hag a gare anezhañ hag a c’hoantae kompren kalz ouzhpenn ar pezh a oa dirak e zaoulagad, hag int o-daou da isañ an eil egile ; bremañ n’eo ket muzik a zeue maez eus ar saxo, huchadennoù, huchadennoù tra ken, « Baw », hag izeloc’h gant « Biip !, ha pignat en-dro gant « I-I-I-I ! » , ha diriboulat betek an notennoù faos, hag alese gant heklev sonioù saxo all diouzh mogerioù ar sal. Mont a reas dre kement doare posupl, d’an traoñ, diouzh kostez, chouk-e-benn, a-led, stouet war dregont derez, daou-ugent derez, hag a-benn ar fin e kouezhas war-dreñv e-barzh divrec’h unan bennak a-raok chom a sav ganti, hag an holl d’en em vountañ dirazañ ha da youc’hal : « Ya ! Ya ! Deuet eo gantañ ’vat ! ». Torchañ a reas Dean e fas gant e vouchouer.

Pell-gargañ pdf an destenn