A-dreuz ar menez war VTT (eizhvet ha diwezhañ pennad)

, par  Alain B , popularité : 15%
Selaou fin ar veaj lennet gant Kristian Braz :


Eus ar barrez-mañ [1], en ur vont a-dreuz ar menez, ez is, dindan un eurvezh all, da dapout torgenn-Sant-Mikael. Pemp munutenn da c’houde ez edomp, ar c’hi ha me, dirak ar Yeun Elez. Lezet ar c’hi blevek en e frankiz, ez eas eñ war-eeun d’an toull milliget...»
Kuriuziñ a raen hag e felle din gouzout dre peseurt hent e oa aet. Ha me war e roudoù. Aes a-walc’h ez ae an traoù gant ma marc’h-houarn treuz-bro er penn kentañ.
O vountañ, o sachañ warnañ ez aen war gleuzioù strizh a zisrann tachennoù fraost [2]. Dilezet int bremañ rak ne vez ket troc’het ken moudennoù gant ar varr evit adtommañ an tiez-plouz e-pad ar goañv, ha lakaat ar fars kokellenn da boazhañ en oaled. Ur vicher denn ma ´z eo unan a-raok ar foenn. Ul labour skuizhus aet da get. N’o deus ket tud an tolead keuz dezhañ.

Deskrivañ a ra Ivonig Pikard buhez an
«Tenner-mouded Yun Elez :

Da viz Mae, mintin mat, en e veg ur c’hornig,
Ha dindan e gazel peurvuiañ ur balig
Alies diarc’hen, e kerzh war-zu ar Yun
E-lec’h ma vez kavet bep devezh eus ar sûn
En un toull kailharek, kuzhet betek e chouk :
A-wechoù ne weler nag e benn nag e c’hoùg.

Un dro, en ur zistreiñ a vale e Forc’hen,
Anavezet e Breizh en abeg d’e dorgenn,
E c’hoantais klevet gant un tenner brudet
E petra e soñje en e boullig mouded :
«Me a vefe eurus ma’m befe mignoniezh.
Perak eta ez on gwelet fall alies.
Kemeret ´vit un teuz, ur morian, un touseg,
Gwallgaset gant e-leizh, gant meur a valbouzeg,
Betek da eur va fred, pa zebran va zamm kreun,
War vord va zoull mouded pe e penn ur feunteun?
En ur vro paour e koad, pe hepdon, er goañv,
A varvfe gant ar riv, ne boazhfe ket o c’hoan ?
Me a garfe bevañ e-touez ar re-all,
´ El un den a zoare ha nan an aneval...
Bremañ ne’m eus, siwazh!
´Met dipriz, ur wech c’hoazh,
Ha’vit kompagnunezh ar sparfili treitour
O plavañ misterius, pe evel ur barnour
Ar gerc’heiz dianket oc’h ehan war un troad ;
O yudal en oabl Brizh ul labous divroad...
´Vel-se, Pa gouezh an noz war gribenn ar mein glas,
«´Tilezan va labour evit mont d’an hent bras;
Ha bep gwech’n ur bellât gant mall diouzh Yun Elez,
´N em gavan disammet ha leun a levenez;
Drant, va fenn a savan; c’hwitellat’ran d’ar bed,
Kanañ a ran d’an neñv, mousc’hoarzhin d’ar stered!»

Koulskoude a-us d’ar Yeun ne glever mui galvoù etre labourerien o deze bep un dachenn.

N’eo ket don an dour a bep tu din met ne fell ket din bezañ kaset d’ar strad. Ar gwiskad lec’hid blot diwelus a c’hall lonkañ ur marc’houarner ha ne vefe war evezh. Strisoc’h-strisañ eo kern ar c’hleuz ha fonnusoc’h-fonnusañ ar strouezh. Ouzhpenn-se e oa dav din lammat a-us d’ar fozioù a lak an dour d’en em ledañ. Harzhet on daoust d’am strivoù. Ha pell emañ Yann diouzh e gazeg… N’on ket sur eus an hent. Seblantout a ra din emaon o pellaat diouzh ar pal. Marteze ´m eus flastret ur blañten radenn vunut, "geot an ankounac’h» e veze graet outi hag a lakae an neb a gerzhe warni da goll e hent. Hep mar ebet e c’hoari ar Youdig, toull an ifern e kreiz ar Yeun, evel krater an Etna ´m oa krapet bloavezhioù a-raok : ur maen-touch.

An devezh-se ez aen daou bleget war ma farlochoù [3] etrezek krater ar menez-tan. Desachet ma oan gant galloud strobinellus nerzhoù n’hallen ket stourm outo. Heñvel ouzh Empedocle [4] e oan war-nes lammat e-barzh ar maen-teuz. Diwisket en doa ar prederour eus an Henamzer e sandalennoù. Petra a chomfe diouzhin ? Dre eurvad ma mignoned o doa intentet ne oan ket em jeu. Hag huchadennoù warnon. Aet kuit ar strobinell. Poent e oa rak ne oa ket aes diskenn an diribin serzh o kilañ.
Ne vefe ket brav din chom da ruzañ er Yeun e-pad an noz. Dalc’het ´m eus soñj eus mojennoù diwar e benn.
«Hag, ur vunutenn goude, e glevis oc’h ober un tamm-spluj e-barzh.»

Peuzheñvel eo dibenn an danevell-se gant hini Fañch Abgrall : «Len-ar-Youdic». «...Le chien lui échappa et, avec un cri terrible, s’élança dans l’eau que soulevait une tempête invisible..». D’an ampoent-se e save un trouz spontus diouzh goueled ar Youdig endra ma stlake ar gurun ha krene an douar. A-wechoù e veze klevet razailh [5] e kreiz ar Yeun. Ar re Goñjuret en em save ouzh o zonkadur reuzeudik. (Lod a lavar e oa kriadennoù bugale-noz, al lesañv roet d’ar bongorzed [6] ). Seurt rambreoù [7] a vage ma faltazi. Met ne oa ket anv da rambreal.

Bloavezhioù zo e oa bet lonket ar Youdig milliget gant dour al lenn implijet evit yenañ turbinoù nukleel.

Hervez Awenn Plougoulm, ur gonterez eus ar vro, ez eus un displegadenn all. D’ar mare-se ne oa ket dour amañ, nemet taouarc’h ha parkeier dister, mat da c’hounit ed-du nemetken. Fellout a rae d’ur c’houer gounit gwinizh. Sikouret gant korriganed e oa ar peizant war-nes ober un eost fonnus. Met ar greun a voe debret gant all laboused. Hag al labourer-douar da ouelañ dourek. Hogen tro-war-dro e oa miliadoù a gorriganed o leñvañ forzh pegement. Hag an daleoù a oa ken puilh ma save an dour en draoñien. A-raok pell e voe beuzet al leur betek ober ul lenn, ul lenn bras. A-hervez, abalamour d’an daeloù, e chom an dour sall un tamm.

Ne faote ket din mont war-raok evit kaout un tañva. Ret e oa din dont war ma giz hep gouzout hiroc’h. Ha ne oa ket aesoc’h hent an distro. Koulskoude ´m eus kavet war ma hent seurt pondalezioù savet gant plankennoù juñtret a-us d’al lagenn. Pelloc’h e oa ur garront skosellek [8] ouzh ma gortoz. Saveteet e oan.

War hent an distro etrezek Sant-Kadou ne voen ket harzhet na gant Paotred ar Sabad na gant ur Gannerez-Noz evel ma oa erruet gant ar paotr Yann.
Hennezh a lâr : «Goude ez is war-eeun d’ar gêr da welet ha dare oa lein gant va hini-gozh.»
Ha me war-zu ma c’harr-kampiñ goude bezañ prenet kouignoù e Ty Forn Nevez, bouloñjiri bio ar gêriadenn.

E-pad ur sizhun ´m oa graet ur veaj war lez daou ved en em intront. Ur bed haerzel [9] savet gant kêriadennoù liammet gant gwenodennoù, uhelderioù ha donderioù heñchet resis. Warnañ savadurioù ha tud gwir. Hag ur bed hud, hini ar mojennoù, ar c’hontadennoù, ar c’hanaouennoù maget gant faltazi ar skrivagnerien, konterien... Ar re-se a zispleg orin an darvoudoù, ar savadurioù dindan levezon boudoù dreistordinal evel korriganed, diaouled pe sent. Displegadennoù hud zo faltaziet evit kompren fedoù pe anadennoù an natur. Hag eo strujus faltazi ar Vreizhiz. Hiniennoù a lâr eo aesaet seurt treuzfurmadur gant hinad breizh _ avel ha glav_ hag ar gweledva-lanneier, gwaremmoù brug, taouarc’hegi ha radenegi.

Seurt elfennoù a zo a-vat gant gwelidigezh ar moliac’h [10]. Hervez Michel Lebris eo Breizh ur faltazi hag a liamm er memes skeudenn ar bed haerzel hag ar bed sklaer ha fraezh.

Evit kadarnaat asuradennoù ar skrivagner ´n eus nemet mont da-heul ar c’hi ru etre Sant-Riwal hag ar Youdig.
DIBENN

Pell-gargañ an enrolladenn :
Barzhoneg Ivonig Picard bet troet e galleg gant Kristian ar Braz hag André Mallégol :

[1Brasparzh

[2friche

[3à quatre pattes

[4Kontet vez e oa en em daolet Ampedocle e-barzh menez-tan an Etna

[5aboiements

[6butors

[7rêveries

[8un chemin cahoteux

[9réel ?

[10fantastique