O veajiñ (1) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 7%

Lennet eo bet ar skrid gant Charlez an Dreo, o chom e Braspartz

Selaou :
Alan Bremont1-&Lucien Pouëdras

Park ar Forn
Emañ park « Ar Forn » uheloc’h evit ar porzh ha dispartiet dioutañ gant ur wazhig andoniet pa ra glav a-bil. Ar pezh-douar-mañ a zo hanter anezhañ prad, an hanter all douar-labour. Ur pontig meinek solut war-ziribin a dreuz ar wazhig. Ret eo d’ar charretour stardañ mort ar mekanik evit mirout ouzh ar gargad herdin da droc’holiañ ha kas ganti al limonier. Herzel ouzh ar samm gant e zivesker a-dreñv a ra. Ur paz trumm a-dreuz hag e kouezhfe ar c’harr warnañ.

Ar c’hastel-eost kouezhet (Lucien Pouëdras)

Dindan ar pevar amzer
An dra-se oa erruet e-kerzh ur goañv oa bet kalz an erc’h. Kavet en doa ur c’honikl repu dindan ar pontig. Galvet gant ma zad-kozh, ma mamm bihan c’hoazh a zalc’h ur sac’h-jut-patatez e penn traoñ. Ar bigrier en deus staget un dornad plouz tan warnañ e penn ur berchenn sanket en toull. Fellout a ra dezhañ bountañ ar manac’h rous etrezek ar sac’h digor-bras.
War laez ar prad eo toullet ar c’harzh gant div ode-karr a ra hent d’an tumporelloù evit mont er park tost :« Ar C’herezenned ». Nijal a ra kuit ul labous gris eus beg ur wezenn-gistin en ur grial: tog-plouz...tog-plouz...Ur goukoug anezhi, an hini gentañ en ma bugaleaj. Nepell dindan ur bern raden hon eus kuzhet un houadig bet taget ganeomp gant ur taol-maen war ar poull.
E traoñ ur c’hleuz hon eus gwelet ur yar war un neizh distok eus ar gludeg. Pa vez klouar an amzer e blij dezho goriñ er-maez. N’o deus ket aon rak al louarn . Lorc’h zo enno pa vezont o tistreiń war al leur gant o neizhiad poñsined. Ul labous-garzh e vez lâret eus ur bugel ganet diwar an avantur...a-dreñv ur c’harzh.

Ar saout el lanneg
Ret eo diwall ar saout er rann dindan geot marellet gant gwez-avaloù. Alies e vez gwelet an tropellad buoc’hed er prad-se daoust ma n’eus ket klouedoù evit stankañ an odeoù. Peuriñ mat zo ennañ.
A-wechoù e vez emgannoù etrezo evit divizout piv a vo rouanez an tropell. « An Hini Wenn », merc’h d’ « Al Lireu» un normand anezhi he blevenn brizh glas, he deus lakaaet he c’heverezed da gilañ an eil goude eben .

Ar saout el lanneg. Emgann (Lucien Pouëdras)

O c’hoari er maez
E traoñ ar prad, a-us d’ar porzh ha d’ar poull ez eus daou bern. Ur berchennad-foenn hag ur bern plouz. Jeu e vez warnañ. Ur sportour eus an dibab eo Ripe, hon c’hi muiañ-karet. Setu e vez priziet e varregezhioù ganeomp dre un arnodenn griz . Staliet mat omp war-lein ar bern plouz. Neuer dispar setu ar c’hi o foutouilhat er poull e penn ur gordenn. Dek metrad da bignat evitañ. Sikouret eo ar c’hraper, ni o sachañ warnañ. Ha nerzh ruz a zo ganeomp! Marteze eo taget un tamm ar sportour met piv n’en deus ket gouzañvet poanioù evit gounit an trec’h! O kregiñ er ribloù hag er boutelloù plouz e teu a-benn ar maout hanter-vouget hep mar ebet. Spi ´m eus n’hon eus ket kendalc’het gant ar verzherinti betek kas en-dro hennezh manu militari dek metrad traoñoc’h.
Plijadurioù dereatoc’h hon eus. Torret eo bet brankoù un avalenn a ziskenn a-rez an douar. Un devezh tomm a viz gouere hon eus savet hor rouantelezh dindano. Gant ma mignon ha ma c’henitervezed e c’hoariomp an eost hag ar peurzorn a ya da-heul. Bez ez eus ebatoù bras dindan an deil.

An eost
En tu all d’ar sklotur emañ ur parkad gwinizh. An ed zo pennet mat. O tigeriñ klaz emañ. Emaomp oc’h ober an dro dezhañ ma zad-kozh ha me. Falc’hat a ra ledander un taol-falc’h a-hed ar c’harz evit mirout ar c’hezeg a sacho ar voutellerez da vont da bilat an eost. Din-me eo da sevel an herdin o sachañ war al liamm da stardañ anezho. Da c’houde e vo lakaet pep hordenn en he sav da sec’hañ. Diwezhatoc’h pa vo peurechu gant ar parkad eost e vo fardet savadelloù a c’hwec’h hordenn. Sonn a-walc’h evit chom en o sav ha disglav.

Sevel hordennoù (Lucien Pouëdras)

En o unan, a-lec’h-da-lec’h a-us d’an ed e vez gwelet plantennoù greunek hir o garennoù. Chapeled ar vamm-gozh e vez graet outo hag o gwrizioù a c’hoari evel paterennoù war an douar. Ul lesanv e vez roet d’ar c’harenn: al loñseg. E-giz e genseurt Yann ar Peul e chom al loñseg e-unan o sellet ouzh ar bed tro-dro dezhañ hep e gompren, tres un diot warnañ. A-wechoù e kresk ur vlevenn e-unanik war wenaenn ur vaouez gozh e-kreiz he bizaj . Ul loñseg e vez graet outi ivez. Heñveledigezhioù zo, neketa! Ne fell ket d’al labourer-douar kavout seurt greun arvevat o saotrañ bernioù gwinizh. Neuze eo ret dezhañ o tastum evit ober duilhoù bihan hag a vo devet. Ha c’hwi a-dreuz ar park war o lerc’h.

O tistreiñ eus ur pennad arat emaon a-c’haol war gein ar marc’h ambilh, Mignon e anv. Aotreet eo bet ar mevel Frañsez d’am azezañ warnañ. Fier ruz ar c’houerig!

Pellgargañ al lennaden :
Alan Bremont1-&Lucien Pouëdras

Bet skrivet gant Alain Bremont