O veajiñ (2) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 5%

Ar brugeier

Gwelet pe moullañ an destenn (stumm pdf) bet skrivet gant Alain, skeudennoù gant Lucien Pouëdras :
Ar brugeier
An destenn bet azasaet ha lennet gant Jean Billon :
Ar brugeier, lennet gant Jean Billon

E traoñ ar « Park war an hent » eo bevennet ar wrimenn gant ur c’harzh treut. 
Diskaret eo bet ar c’hleuz evit ma c’hallfe an den mont da arat er park tost anvet « Ar Brugeier ».
Alies e vez lakaet an dachenn-mañ dindan boued chatal, melchon pe gaol-saout. 
Pennoù kaol-saout a zo bet tennet diouzh ar spluseg er jardin.
Soubet eo bet ar gwriziennoù e-barzh ur bailhad yod fardet gant fank ha kaoc’h saout. Azezet trankilik en disheol dindan an avalenn emañ ar vamm-gozh gant al labour-se.

Treset eo bet linennoù gant ur rastell vras e vizied koad.
Ha bec’h dezhi ! Sanket e bet ar bal en douar gant ma zad-kozh pe ar mevel.
Dispartiañ a ran ar penn-kaol kailharet a-dreñv an ostilh. Adarre e vez sanket ar bal un troatad pelloc’h ha stardet an douar tro-dro d’ar penn-kaol nevez-plantet gant seul a-dreñv al labourer. Pleget eo ar c’hein deuet da vezañ poanius ha pell emañ dibenn an erv c’hoazh !
Da vare an nevezamzer ar c’haol en o ment a vo dizeliet hag an deliennoù ledan kaset etrezek ar c’hrañj gant ar c’hravazh.
Staget eo ar glizh ouzh an delioù. Gant seier-jud e vez gwarezet divhar al labourerien diouzh ar glebor. 

E korn ar park, e-barzh ur penn-ti hanter-dismantret e kaver ul laouer leun a laezh trenk evit lardañ ar moc’h hag ar c’hilheien-troc’het kaouedet en deñvalijenn. Sanket don o blaz en eñvorennoù an tiegezh a rumm da rumm. Harnezioù kozh aet da fall zo bet lakaet e-barzh un arc’h.
Miret o deus al lêrennoù c’hwezh pounner ar c’hwezenn. Ur c’hwezh hag a strobinelle ar voused pa veze dibradet ar golo ganto. Douget eo ar bourelloù, ar sugelloù hag an dibroù etrezek ar c’hezeg war o c’hortoz. Sterniet eo pep-hini ganimp gant aked. Treut-treut eo ar c’hezeg-penn. N’eo ket dre ziouer a voued. N’o deus ket ezhomm debriñ foenn pe lann pilet evit reiñ nerzh dezho.
Bevañ a reont diwar-goust an aer. Teil ebet eus o ferzh. Kuitaat a reont ar marchosi e deroù miz Gouere hag e vez adkavet ganto ar goudor e dibenn miz Eost. Labourat a reont e-pad ar vakañsoù : daou viz evit sachañ war an erer, an oged hag an tumporelloù. 

Piv eo ar charraterien ? Daou lampon eizh vloaz pep hini. Met komzet e vez ganto evel charraterien ampart. Hei ! Hag ar marc’h-ambilh da zistokañ. «Bisig» e anv, heñvel ouzh hini an amezeg. Un taol skourjez evit reiñ nerzh dezhañ. Ha dao ! Kul ! Hag ar marc’h-kleur da vont war-gil. Ur pezh mell «percheron» gris-marellet. «Taupin» e vez graet outañ. Etre an daou-se e kaver an ebeul. Deskiñ a ra al labour, sachañ-bountañ. 
Tennañ a ra an deskard d’ar c’hezeg-menez. Hemañ eo briz-du pig e liv ha «Chaseour» e anv, souezhus !
N’eo ket aes harnezañ treustennoù. Ya, treustennoù-koad troet e loened gant hor faltazi. N’eo ket ledañ ar c’hein. Berr ar penn evit lakaat ar vourell. Savet an eil a-dreñv egile e arouezont an den, renet gant daou charretour a-feson o sutal evel an dud deuet. Ne oamp ket hep gouzout ar c’hwitelladenn ispisial evit pediñ hon ekipaj da staotat. 

A-wechoù e vezemp rediet da zistagañ un taolig skourjez war tailher ul loen lezirek evit adgervel e zever dezhañ. Strakal a rae ar vegenn a-us penn d’an hini dibreder. Flikez ha flakez ! Ne oa ket dister ma skourjezad. Gwir eo, desket e vezemp war ar vicher. 
C’hwirinat a rae an hini kiriek —ma mignon evit gwir— gant ar boan ha ma save war e dreid a-dreñv. Jarneal a raen hag ez aen e fulor. Gourdrouzoù kreñv da-heul. Pebezh abadenn, tudoù! 
Hervez hon ijin e oa deuet an treustennoù da vezañ mirc’hi-red. Bep bloaz e-pad miz Gouere e talc’he redadegoù kezeg. Hag e oamp arvesterien aketus. Anavezet mat ganimp anvioù ar jokeed hag ar berc’henned. O zaolioù-kaer a vage hor fablennoù kezeg pa oamp distroet d’ar gêr. 

Pa oa bihan, Anjela Duval e save war kezeg gant ar botoù-koad, ha neuze e veze graet redadegoù-kezeg sañset, a-c’haoliad war ur bod haleg deliaouet, un tamm gwialenn da foetañ ar marc’h pe ar gazeg, ha kaniri :
´Vit ar bloaz ! vo ket a fin 
D’ar foarioù bras e Gwerliskin; 
Ar c’hezeg a zaoulamme
O tont d’ar gêr, ac’hane
Ha hei, Moji ! ha hei, Fannig
(n’eo ket hini Izidor!). 
Tonket e oan da garout loened-kezeg evelto. E korn an oaled e tibune ma zad-kozh rimadelloù evit ma diduamant. Alies e veze anv deus-oute. An eil en doa troc’het e vrid, egile a rae brammoù en ur biltrotat war an hent bras. E-touesk profoù Nedeleg ma yaouankiz, an hini kaerañ e voe ur gazeg-koad liesliv. Ur sac’had lorc’h a oa ennon war e gein.

N’em eus ket disoñjet ma zreustelioù-kezeg. N’int ket bet kaset da lazhti Vaugirard e-giz kalz o c’henseurted. Savet gant koad-derv n’o deus ket gouzañvet pouez ar bloavezhioù. Miret ´m eus anezho e-barzh ul loch, e-lec’h m’o deus kavet repoz. Prest da labourat koulskoude. Prest da glevet galvoù hag urzhioù a vo roet dezho gant ur paotrig-karr hag a gerzho en o c’hichen dre ar maezioù da zont. 

Pellgargañ son al lennadenn :
Ar brugeier, lennet gant Jean Billon