O veajiñ (3) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 4%

Bevennet eo an hent-karr meinek a sko war an hent koultronet gant daou bark eus an tiegezh : «Ar Brugeier» en «Traoñ» hag hini en «Nec’h».
Ar park «War an Hent» e vez graet peurliesañ eus hemañ rak war vord an hent-bras emañ. Er park-mañ ez eus douar labour mat da c’hounit gwinizh daoust ma oa brugek an dachenn gwechall evit doare. Marteze e oa bet digoret ar park-se er mare an neolitek pe amzer an torradegoù-douar bras abaoe an unnekvet kantved. O labourat ennañ e vez tro da rannañ kaozioù gant an dremenerien, sellet ouzh ar monedone, saludiñ anaoudeien, tamall unan bennak en deus lezet e labour a-gostez goude ma ’z eus pres abalamour d’an amzer war-nes treiñ da fall.

Ur frapad kaoz (Lucien Pouëdras)

E-pad an eil brezel bed e veze gwelet war an hent ur c’hannad alaman war voto a gase gourc’hemennoù. Alies en deze soñjet ma zad-kozh _soudard ar brezel bed kentañ_ e vije bet paket ul lamm gant an alouber war-bouez ur gordenn greñv staget ouzh avalenned a bep tu d’an hent. Dalc’het e oa bet da seveniñ e soñj gant aon da vezañ tamallet d’an torfed. Da-geñver un enklask « post-mortem » e vije bet goulennataet perc’henned ar parkoù ha jahinet evit anzav piv en doa graet an taol.

Diwar lein ar park e weler ti-annez Milie, ur zevezhourez deuz outi. Mamm eo d’am mignon Roger.

Douar-dalc’h ur micherour douar (Lucien Pouëdras)

A-greiz m’emaomp o tastum avaloù e pennfoll ar c’hezeg sterniet ouzh an dumporell ha d’ar red dre ar park. Moarvat eo bet spontet al loan sioul gant ur c’harr-tan re drouzus. Pe gant c’hwitelladenn ur marc’h-du. Sañset e plije d’ar vlenierion ober goap ouzh an droc’herien-vuzhug en ur gornal evit spontañ o c’hezeg. An aon a grog ennon. Dre eurvad e chom a-sav an tec’hour dirak an toull-ode. Hep poan e krog ma zad-kozh warnañ. Divec’hiet on.

Ar jav e breskenn (Lucien Pouëdras)

Alies ez ae ma zad-kozh d’ober tro e barkoù d’ar Sul goude merenn. Ha me gantañ. Kenteliañ a rae din diwar-benn traoù an natur. An devezh-se ́m oa roet dezhañ un testeni eus ma gouiziegezh : ur c’had hanter-guzhet gant ar geot a rae ur ched eviti ‘m oa merzet. Diskouez a rae he revr d’ar valeerien. Ne oa ket anv da reiñ avel dezhi. Hervezañ e vijen donezonet evit dizoleiñ gedon en o ched : c’hwitellet ’m eus abred pa oan mous ! Setu ar pezh a lavare un amezeg d’am zad kozh. Siwazh din, n’em eus ket pleustret war ar vicher. Plijout a rae d’ar bigrier stignañ pechoù ha lasoù met ne veze ket dispriziet ar vaionetez gantañ, e bik-avaloù, e-giz ma lavare hennezh, en doa aozet a-ratozh-kaer. N’eus ket par dezhi evit beriañ ur c’had ! E penn ul laz-kistin hir ha dirusket eo troadet ar broud. Un hed dezhañ: mat a-walc’h evit treuziñ ur c’had souezhet dre he c’housk. Efedus eo ar forc’h daouvizek hag he deus miret nemet ur biz breolimet. Un istor zo staget outi.

Ar vaionetez

E-pad an eil brezel bed e oa berzet ouzh an annezidi mirout un arm er gêr. Ret e oa d’ar berc’henned kas an armoù d’ar "gommandantur" pe d’an ti-kêr. Ne veze ket aliet da implijout ur garabinenn evit lazhañ jiber : re drouzus ar benveg ! Un arm gwenn didrouz ne lavaran ket ! Rak tra ma oa padet ar brezel e oa difennet groñs chaseal. Bloavezhioù benniget evit ar jiber. Gwelet e veze gedon diouzh an druilh o pourmen o c’halite e pep lec’h. Fest al legumaj er jardinoù rivinet ! Ne oa ket un den digalon ar bigrier. Met ne oa ket evit anduriñ seurt atahinoù eus perzh loened a rene ur vuhez ken disoursi. Koulskoude ne felle ket dezhañ bezañ kaset d’an toullbac’h e Roazhon abalamour ma oa bet klevet tennoù fuzuilh ! Arabat disoñjal ne oa ket druz ar geusteurenn e-pad ar brezel. A-drugarez d’ar bigrierezh e kave an tu da bourvezañ boued d’ar gêriz marnaoniet a zeue bep sizhun d’an ti-feurm evit kavout "ar pourvezadur". A-wechoù e veze troket al loen-jiboez gant traoù a rae diouer war ar maez d’ar mare-se.
Kement ha ken brav ma voe debret ur "civet" friko gad fardet gant kig an hini dizoloet ganin an endervezh-se er park « War an Hent ».
Fiziañs ’m eus e vo dam absolvet ar muntroù-se graet dre ret. Ha ne vo ket kondaonet an hendad gant e ziskennidi ha n’int ket evit gouzañv poanioù graet d’al loened. Chom a ra ar broud staget ouzh ur voger e-barzh ma c’harrdi evel un arouez-trec’h. Un testeni munut eus amzerioù krisoc’h : istor un den a-renk uhel e-touesk ar vigrierien.

Stegnañ Pechoù (Lucien Pouëdras)