O veajiñ (4) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 4%

Ar peurvan-bihan
E traoñ ar park gounezet «Ar Brugeier» ez eus ul lodenn vihan anezhañ
dilezet. Re c’heuniek eo an dachenn ne vez ket darempredet e-pad ar goañv. A-nebeudoù, bodoù gwern a varell ar peuriñ dispartiet diouzh ar park bras gant un orjal dreinek. Koulskoude, dieub eo an tremen etrezek ar garront hag an ti-feurm : «Ar Gelenne ». Kement ha ken bihan ma vez ret diwall ar saout e-barzh pa vez dizouret an douar.

Daoulagad-ar-Werc’hez miz even tro-dro d’ar wazh (Lucien Pouëdras)

Treuzet eo ar peurvan en e greiz gant un don a wazh deuet eus an atant tost. A-hed ar goañv eo andoniet mat ur poullig ganti. Met adalek miz Gouere betek fin an diskar-amzer e ya da hesk ar vammenn. E-pad ar vakañsoù e klaskomp lammat a-hed o tremen dreist anezhi hep poan. Met n’eo ket ken laouen Ripe ar c’hi gant ar c’hoari. Ne blij ket dezhañ lammat e-unan. Neuze, eo ret dezhañ lammat en hor c’hichen staget berr gant ur gordenn. Blaz ar c’hevezerezh a zo ganeomp hag ar wazh n’eo ket ledan a-walc’h. Renket e vez ganeomp drez ha spern war an tu all d’ar foz. Rankout a ra ar c’hi-sportel astenn e lamm kuit da vezañ toull-didoull e bavioù. Ne vezemp ket ni merzheriet er memes mod avat, gwarezet ma vezemp gant hor botoù-lêr-koad. Diskiant d’ar poanioù gouzañvet gant hor mignon e ouzhpennemp bernioù drez war-lerc’h pep lamm deuet da vat. Gourc’hemennet ha poket dezhañ gant ar vugale-c’houez ne grede ket al lammer dreist klemm re war e stad.

Tro-dro d’ar bloavezhioù 1930, ma mamm a veze o tiwall an tropellad en ur sevel lochoù e-kreiz ur c’harzhad kelvez. Meur a vloavezh diwezhatoc’h e ra kaoz eus an hevelep tra gant ma mignon Roger. Ma c’henitervezed a zeu gant o merc’hodennoù savet ganto. N’o deus ket o far evit aozañ margodennoù gant delioù a zo en-dro d’un dañvouezenn vaiz. Ar blev liesliv a-us d’an dañvouez a c’hoari evel blev o c’hrouidigezhioù. E saozneg e vez graet « Corn husk doll » eus seurt margodennoù hep bizaj kavet abaoe pell amzer e Amerika. Hiziv ez eus ur gouel bras kuzhet eus selloù an dud vras.

Mais le vert paradis des amours enfantines,
L’innocent paradis, plein de plaisirs furtifs...

Baudelaire.

Ar saout pennfollet...(Lucien Pouëdras)

Arnevek eo ar beure. Flemmet gant ar c’helien, ar saout a ya e vreskenn. Hag int d’an daoulamm tro-dro d’ar pradig en ur vlejal, o wintañ o revr, o lostoù plumachennet savet uhel. Ul lamm buoc’h a-gleizh, unan all a-zehoù. A-greiz-holl setu unan o vont kuit dre an toull-ode. Hag ar re all war he lerc’h. An aon a grog ennon ha n’hallan ket mirout outo da vont etrezek ar c’hraou lec’h ma n’int ket gortozet ken abred. N’o deus ket tapet o gwalc’h a c’heot. Ha me da erruout gwall-bitous dirak ma mamm-gozh. Ret eo din anzav n’eo ket bet gouest ar paotr-saout da herzel ouzh an tropellad. C’hwerv-put eo al laezh-ribod e souban bara kraz ennañ. N’on ket dellezek da zebriñ ur meuz a zo un digoll eus ma labour. N’on ket diouzh renk ma hendadoù !