O veajiñ (5) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 4%

« Ar park dirak » e vez graet eus ur park bihan lec’hiet e kreisteiz an ti- feurm war an tu all d’an hentig meinet. Koulskoude eo diwelus an dachenn diwar ar porzh, anezhi koachet gant ar c’hrañj hag al lab-karr. Gallout a reer dont e-barzh dre ziv ode. Treuzet e vez aliesoc’h an hini e korn tostañ an ti-feurm. Ne vez ket serret alies ar gloued savet gant perchennoù-kistin o ruskenn oc’h en em zistagañ diouto. Dre aze e tremen ar garrigell leun a veterabez pe irvin-saoz miret e goudor ouzh ar skorn dindan ur gwiskad raden. An ode all a zo serret gant ur berchenn nemetken staget ouzh daou beul-kloued. Ne c’hell ket ar saout a vefe o vont a-hed an hent-karr dont e-barzh ar park.

Ar garrigellad.(Lucien Pouëdras)

Un tammig war zinaou ez a ar park dispartiet diouzh hini un amezeg gant un uhel a gleuz. Bevennet eo ivez gant girzhier derv pe gelvez. A-eeun ganto e vez gwelet ur c’hlazenn a-hed an hent-karr. E-pad ur goañv kalet e tivarr un amezeg saprenned plantet warni. Sutal a ra un ton diouzh ar c’hiz d’ar mare-se evit laouenaat e labour: « je te le-le l’avais bien dit Lili... ».

Emañ ar park kalz uheloc’h eget an hent-karr. Derezioù a zo bet douaret evit pignat betek al lein. Aze e kresk un aozilheg ma vez strewet ludu an oaled warni. Diouzh an hañv e vez gwelet ar yer en o gourvez o skrabat e disheol an deil dindan evezh ur c’hog gwarizius. Pep abardaez ez an da zastum vioù eno. Un devezh on kouezhet war ur maen daonet ma oa riklet ma zreid warnañ. Ma fanerad vioù a stokas outañ. Evit diarbenn rebechoù ma mamm-gozh ́m ’oa lavaret dezhi ne oant ket holl frigaset. Chom a rae unan difreuz.
E-kichen e oa bet savet un tammig lochenn gant perchennoù kistin, ha toet e soul. Ouzh ar gwallamzer e vez gwarezet un nebeud ostilhoù dindani.

Al lochenn e korn ar park.( Lucien Pouëdras)

Marteze ho peus lemmet ho kontell "Laguiole" pe «kontell Breizh" gant ur vreolim c’hwi hoc’h-unan. Ar vreolim evel ar maen-higolenn pe ar c’horn-falc’h e-pign tro kein ouzh gouriz ar falc’her: gerioù diamzeriet int, seurt gerioù« o treiñ en amzer evel troellennoù dinerzh ». Ha ne glevit ken ar maen-higolenn o vont en-dro nag ar morzhol o lemmañ ar falc’h.
Marteze ho peus klevet galvoù ar breolimer o huchal pe o hejañ e gloc’hig en ur dreuziñ kêriadennoù ho pugaleaj. Marteze ho peus gwelet un den skoazellet gant ur bugel o vountañ war ur garrigell pe ur c’hi o sachañ warni. Met n’on ket sur ho peus implijet ur vreolim evit lemmañ lavnennoù bihan ur varrenn droc’herez mod kozh pe ur vederez, stumm un tric’horn ganto. Pep lavnenn ( ledander 80 mm, uhelder 80mm) a zo staget ouzh ur varrenn gant daou riñved. Na gredit ket ne vije ket kavet ken an ostilh bihan-se. Gwechall e veze implijet ar falc’herez, sachet gant daou loen-kezeg a veze staget kostez-ha-kostez hag un den a rae an andennadoù, evit troc’hañ ar foenn pe an ed. Bremañ e vez implijet ar falc’herez dre-dan e gwernioù evit troc’hañ korz, da skouer. Ha gallout a rit prenañ ul lavn evit 4 euro mar bez ezhomm ? Douetañs ́’m eus !
A-hed ar bloavezh e chome ar benveg-se e-barzh al lochenn.

Tro diwezhañ al falc’herez. (Lucien Pouëdras)

Met ar sizhun a-raok an eost e oa ret deomp lemmañ al lavnennoù war ar vreolim. Ma zad-kozh a dostae diouti, al lavn gantañ, e lunedoù war veg e fri. Ha me da dreiñ an dornikell. Soubañ a rae ar maen ront liv-roz anezhañ ha skañv e c’hreunenn e-barzh dour ar veol hanter-ront. Glebiet e oa ar maen evit flourañ an dir a yae war sklaeraat ha war voanaat. Diwezhatoc’h e vo troc’het pizh ar garennoù disec’het a-rez an douar. Pa veze echu al labour e veze lamet ar stouv e foñs ar vreolim hag an dour karget gant greunennoù munut ar maen roz a zifoupe dindan an ostilh. Trumm e oa ar strinkadenn e-kreiz ar framm aozet gant pezhioù koad a lakae ar vreolim en un doare dereat evit ul labour efedus. He favioù rampet evit un diazez ledanoc’h hag ar flistradenn fonnus dindan kof ront ar veol a lakae da soñjal e oa un emzalc’h loenel. Hag a-raok an divontadeg e veze lavaret gant ma zad-kozh :
- Emaomp o vont da lakaat an dañvad da staotat !
Plijout a rae an arvest din. Ha pa dostae mare al lemmerezh e veze rakkemennet ganin ma-unan ar mare kement a vall a oa warnon sellet outañ.