O veajiñ (6) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 5%

Emañ « Al Lanneg » e-kichen ar pont savet a-us an hent-houarn.
Souezhus eo kavout un tamm ken bihan eus an tiegezh ken pell diouzh an ti-feurm. N’hall ket ar perc’henn gounit seurt tachenn abalamour d’ar bodoù-lann a-strew warni. Treut eo ar peuriñ. Eus lec’h-mañ-lec’h e veze lâret: « Ne ́m eus mann, nemet brug ha trojoù lann. » N’eo ket gwir bater an dro-lavar. Gwechall e veze tennet splet eus al lann. Met echu eo amzer an droc’herien lann a aoze betek kant fagodenn bemdez. Kontañ a ra ar barzh Ivonig Pikard istor an hini diwezhañ :
« Marv an troc’her lann»
Dindan un oabl izel, ambrouget gant e gi
E pignas goude lein, da Waremm ar Brini (1)
Laouen evel bep tro ma save d’ar menez
E-lec’h e tremene ́hed ar bloaz e vuhez...

Ober a reas erc’h...
Morzennet ha ́vel alvaonet
Va den a gemeras aon.
Mui ne soñjas ́n e c’houzer...
Pa fellas dezhañ sevel
E kouezhas war e gazel...
Pa zegasas an Ankoù d’e labour an termen.

An troc’her lann er goañv (Lucien Pouëdras).
Drailhañ lann(Lucien Pouëdras)

Ur blantenn lies implij e oa al lann evit boueta ar saout. (Ar saout a zebr lann/ a vez druz o amanenn) hag ar c’hezeg (a-enep an droug bouzelloù!), gouzeriañ ar c’hrevier, temzañ ar parkoù, stankañ an odeoù, tommañ ar boued hag an tier, goriñ ar fornioù, lakaat ar c’houez da sec’hañ warni. Hogen ne vez ket gwelet ken ar piler-lann pe an drailherez-lann dindan skiberioù. Nemet e mirdioù traoù kozh (2).

  1. E traoñ Roc’h ar Vran e Menez Are.
  2. Mirdi an ardivinkoù. Pleven 22130.

Setu kaset saout Milie —emañ-hi o chom tost d’ar pradig— da beuriñ warni, teir buoc’h sentus penn-nasket berr. Alies e vez gwelet an tropellad renket mat war riblenn an hent oc’h heuliañ roudoù di-c’heotet gant o c’harnoù. Atav e vez heñvel-poch an urzh. Dirak ez a ar «Moka», an hini tevañ. Ur seurt «Normande» anezhi daoust da vezañ du he blev. War he lerc’h ez a ar «Vihan». A ouenn rik homañ : ur vuoc’h Brizh-Du Breizh gant he c’herniel e stumm ul lourenn.
Ankouaet a-grenn doare an trede buoc’h, netra heverk ganti. Sklotur ebet endro ar peurlec’h. Roger, mab da Milie, a ziwall e chatal evit mirout dezho da jirfollañ war an hent-houarn.

Kas an tropell.(Lucien Pouëdras)

E-pad ar vakañsoù ez an da c’hoari gantañ. War an tu all d’ar pont ez eus ur vaouezig a ra ar memes labour hag hon hini. Kavout a ra hir hec’h amzer. C’hoant kaozeal a zo ganti. Darempredoù hon eus war ar pont. Kinnig a ra divinadelloù eeunik dimp da zirouestlañ :
« Pegoulz e karez ar muiañ da vamm ? Pa vez ar bleuñ er balan pe pa vez ar bleuñ el lann? ».
Diaes da respont.
Unan all a blij deomp:
« Petra vez gwelet el Loar en he c’han pa vez sklaer an amzer?
Ha ni da respont, lorc’h en hon toullig : « Paotr e vec’h lann, ur fagodenn lann war e choug ».
N’eo ket a-walc’h seurt diduamantoù «sevenadurel». Bountet gant lutined diaoulek, ne vezont gwelet nemet e-pad an noz el lanneg, setu un daeadenn(1) risklus etrezomp. Piv a dreuzo ar pont ar buanañ ? Evel-just n’emañ ket an dreuzadenn war an hent koultronet. En traoñ d’an aspled(2), a-us d’ar goulloder(3) ez eus ur seurt bourled da lakaat penn ar botoù warnañ. Pintet war vegoù hon zreid staget ouzh ar bourled, peget ouzh laez ar vardell vaen-greun a-drugarez d’hon daouarn ez eomp a-bilpazig etrezek penn all d’ar pont .
A-wechoù e klaskomp neizhioù strakig-lann e troad ar bodoù. Aozet int gant geot ha deilioù sec’h en diavaez. Blot eo en diabarzh gant gloan-dañvad, blev ha pluñv. E-barzh e kavomp pevar pe bemp vi glaz o liv brizh-rous .
Buan-ha-buan ez a an amzer en-dro .

  1. défi
  2. balustrade
  3. vide