O veajiñ (8) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 5%
Pennad-skrid : Alain Brémont Tresadennoù : Lucien Pouëdras
An dic’harzher.(Lucien Pouëdras)

Er pellder eus an domani e kaver daou bark gevell : «Penn-ar-rest» ha « Park ar C’hoad ». Dispartiet int diouzh korf an tiegezh gant un hent-don a ro tu da re «Lost-ar-C’hoad» da vont betek ur peurvan bihan enklozet er c’hoad. Ober a ra gwreg an devezhour war-dro un tropell bihan a saout. En ur vont etrezek ar peuriñ togn e laka ar vaouez pe he bugale ar saout da wrimenniñ a-hed ar c’hleuzioù. Ar geot laeret a espern ar foenn o kreskiñ e pradoù bihan an tiegezh. A-wechoù e veze ar boued nemetañ evit ar vuoc’h nemeti —buoc’h Yann gaezh— lezet d’ar familh gant un trafiker-saout. Karget e veze ar familh-degemer da vagañ ar vuoc’h. Al laezh a veze roet dezhi met al leue a zegouezhe d’ar perc’henner. Alies e veze laeret al laezh diwar- goust al leue evit magañ an neizhiad bugale. A-drugarez d’al laeradennoù munut-se e veze pellaet an dienez diouzh toull an nor er familhoù paour.
Ouzh ar stern e «Penn-ar-Rest» emañ eontr-kozh Médée, breur Joséphine, ma mamm-gozh eus tu va mamm. Ne oa ket bras an den met gouzout a rae mat e labour a zic’harzher. Ne oa ket paotr da sachañ war an ibil a-dreñv ! Alies e veze lâret gantañ un dro-lavar misterius a-walc’h : Arabat beuzelat war ar rodoù!
Gwechall e veze sachet an arar gant daou ejen sterniet kichen-ha-kichen. Ne sache ket an hini lezirek ken start hag an hini kalonek. E sugelloù a chome laosk rak chom a rae un tammig war-dreñv e genseurt. Neuze e oa e benn-adreñv tostoc’h ouzh rodoù an arar hag ar veuzelenn a gouezhe warno. Setu perak ne felle ket d’an denig, ur gwaz labour, ur birvilher touet anezhañ, troet war ar brabañserezh, bezañ heñvel ouzh an hini lezirek. Plijout a rae dezhañ glebiañ e vourroù gant chistr mat ! Bec’h d’al labour, paotr !
Emañ ur wiber oc’h en em stlejañ er plouzeg. Dre un taol gant seul e votoù eo pilet al loen vil gant Médée. Gwarezet eo hennezh ouzh an teod binimus gant e vodreoù lêr.
Pebezh arvest evidon !
Er bloaz-se e oa «Penn-ar-Rest» dindan ed-du. Dibenn miz Gwengolo e oa. Poent da droc’hañ ar garennoù gant ar falc’herez.

Da serr-noz e miz Gwengolo e tispak ur stlejad ruz en oabl. Hiraat a ra betek tresañ enezegi flamm er pellder. Dispenn a ra evit mont d’ur moged glas. Steuziañ a ra. Heol an ed-du e veze graet eus an heol diwezhañ-se a oa warnañ liv garenn an ed-du. (Aline Gleoneg)

Charreat an ed-du.(Lucien Pouëdras)

An herdin a zo bet kevreet a-zindan ar pennoù-ed ha lakaet a-sav evit ober savadelloù, e stumm lochennoù evit korriganed. Evit doare e veze graet «pichoned» eus an herdin. Marteze e hañvale an hordenn ouzh ur gudon a ra ur sav kein. Pe e plije d’ar c’hudoned pigosat greunennoù ed-du. Piv oar?

Alies ez eomp da zineizhañ er girzhier fonnus en-dro d’ar park-se. War skourr ken- toc’h uhel un dervenn hon eus damwelet un neizh a gegined. Ul labous rouz e bluñv marellet a darchoù du, gwenn ha glas e zivaskell skedus. Hervez ma mignon, n’eus ket par dezhi evit drevezañ kriadennoù laboused all, re ar barged dreist-holl. Goude bezañ bet doñvaet eo honnezh ken ampart hag ur peroked evit sutal tonioù kanaouennoù. Ur dudi a vo dimp c’hoari ganti en he c’haoued. Dre nerzh hon daoulin e skrapomp betek gaol an dervenn. Labousedigoù zo en neizh. Diskenn a ra ma mignon gant an evnedigoù-se en e c’hodelloù. Koshoc’h, ampartoc’h ha pleustretoc’h egedon war ar vicher eo hennezh, an hardishañ dineizher en tolead. Padal eo arvarusoc’h an diskenn evidon. Chom a ran war-laez seizet, sonnet gant an aon, diflach evel ur santig koad. N’on ket gouest da fiñval. Alioù fur hag atizadurioù ma mignon a zo diefed. Pell emañ Yann an Dineizher diouzh chafod ar vuoc’h benniget !
(D’ar c’houlz-se n’em oa ket lennet c’hoazh an arroud brudet tennet diouzh: « Les Mémoires d’Outre-tombe». Kontañ a ra ar skrivagner breizhat ennañ istor an dineizhañ vioù pig gantañ. Difennet groñs e oa bet pignat er gwez gant ar c’hasour a ambroug ar skolajidi e-kerzh ur bourmenadenn. Tizhet gant e gamaladed n’hall ket Frañsez herzel ouzh e c’hoant da zineizhañ vioù pig e penn ur wezenn-evlec’h. Lakaet diaes eo an diskenn dre ziouer a vrankoù. Gant aon da vezañ paket fall gant an evezhier en em leusk an dineizher da vont d’an traoñ en ur stardañ kreñv ar c’hef. Frigaset ar vioù ha mastaret ar roched gant tarchoù melen ! Evel-just e kompren ar c’hasour ar perag. Skourjezet e vo ken-ha-ken an «Aotrou» De Chateaubriand evit bezañ disentet.)
Evidon-me ha n’on nemet ur paotrig «a-vartapl uhel» ne vin ket kastizet er memes mod. Koulskoude, ne fell ket din e vefe galvet ma zad-kozh evit reiñ un tamm sikour din. Skandalet e vefen gantañ pe graet goap ouzhin da nebeutañ. Gant ar vezh ! An diskoulm a vo kavet gant ma c’henseurt. Dre guzh eo aet ma salver e-barzh loch an ti-feurm da gerc’hat ur skeul vihan. Pell-pell amzer hon eus miret klenk an degouezh-se diglod etrezomp !

An difouperien.(Lucien Pouëdras)


- « A-vartapl uhel »: « de haute-roture ».
- Peuriñ togn: pâture rase.
- Garennoù: tiges.
- Birvilher: bavard.

Pellgargañ pdf pajenn an Telegram : diwar-benn Lucien Pouëdras

Gwelet enlinenn : Diwar-benn Lucien Pouëdras