O veajiñ (9) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 7%

Stok-ouzh-stok eo «Penn-ar-Rest» eus «Park ar c’hoad». Evit doare eo an hini diwezhañ bet digoret ́n eus ket pell zo. Kevrinus eo hennezh rak tost-tre emañ d’ar c’hoad ha pell diouzh an ti-feurm. Eus ar park-se ne welan ket ar siminal dinec’hus a-us toennoù an ti. Sañset e vez gwelet bleizi o c’hoari patati pa vez al loar en he c’hann ! N’ez an el lec’h kevrinus-se nemet gant ar re vras. Douar gleb eo hini ar park. Touflezoù don a zo bet toullet evit e zizourañ. A-hed ar c’hoad ez eus delioù derv fonnus a rikl war-zinaou ar c’hleuz. Diouzh ar goañv e vezont rastellet, berniet ha kaset e-kichen an ti-feurm evit gouzeriañ ar saout.

An deliaoua.(Lucien Pouëdras)

A-wechoù e vez gounezet ar park gant gwinizh. Sachet gant daou loen-kezeg sterniet kichen-ha-kichen ez a war-raok ar voutellerez. Ul labour pouezus a zo bet fiziet ennon ! Heuliañ a ran ar mekanik evit bountañ an hordennoù kouezhet er c’hornioù ar park. Kuit dezho da vezañ pilet gant an den oc’h embregañ.

Tro diwezhañ.(Lucien Pouëdras)

Da-geñver an dro ziwezhañ e tifoup ur c’honikl diouzh an eost chomet war-sav. Hag ar c’hi war e roudoù. N’hall ket ar voutellerez tremen dindan an avalenned. Chom a ra bodoù-ed a vo falc’het diwezhatoc’h. War vrank izel un avalenn ́m eus merzet un neizh durzhunell : un nebeud briñsoù a zo mat a-walc’h evit e sevel. Gortoz a reomp e vo pleuñvet al labousedigoù evit o c’haouediñ.
A-daol-trumm e weler ur c’harr-nij o treuziñ an oabl. Hep mar ebet eo hini an aotrou Deshonnes o sturiañ e «Goukoug».

Echu eo al labour. Dindan gwrez an hañv e tistroomp d’ar gêr evit klukañ banneoù chistr en ur selaou taolioù-kaer Bobet, ur marc’hhouarner breizhat a vo trec’h gantañ da geñver tro Frañs. N’eus netra efedusoc’h eget ur volennad sistr evit distanañ ar staoñ e-tal ar varrikenn. Gwigourat a ra ar vrochenn pa vez troet ar c’hog en diabarzh d’an ti-sistr fresk, e vogerioù ledan savet gant pri, hanter-veuzet en deñvalijenn. Digoroù bihan ha strizh a sko war an norzh zo bet stouvet gant dornadoù foenn. Seblantout a ra bezañ mouget an heol gor. Pebezh lec’h plijus e-kreiz an hañv ! Raktañva ar baradoz, ma ́’z eus unan.

An ehan banne-chistr.(Lucien Pouëdras)