Emañ «Ar Bradenn-Vras» a-dreñv an ti. War-bign ez a goustadik etrezek an tu pellañ. Serret eo gant girzhier bevennet gant hentoù-karr. War a seblant, e vije bet staget outi ur wenodenn ledan a zeue eus «Le Plessis». Diskleriet eo redad an hent gant ur wezenn-gistin vras divent ha merket eo ar riblenn gozh dre iz an dachenn. E reter an ti emañ an hent o vont a-hed ar voger-bignon. Evit doare eo bet hanter veuzet an tremen gant un andon a ya da hesk hogos pep hañv. Ne chom nemet ur poulladig aozet warnañ plankennoù evit ober ar c’houez. Ar saout a gav mat an dour fresk. Er goañv e chom stanket o favioù er fank an tremen. Ur gwir hentig a gaoc’h a zo treset ganto. Diaes eo da dreuziñ al lec’h-se flaerius teñvalaet gant gwez uhel. N’eo ket gwall vrav bale warnañ. Ma tifoupe ar« Bugul-Noz », evel ma veze graet eus ul lutun drouk gant ma zud-kozh, prest da gas bugale disentus gantañ pa ne felle ket dezho mont da gousket, e vefe sur diouzh al lec’h-mañ ma vez kemmesket ar fank, ar c’haoc’h hag an deñvalijenn.
Koulskoude eo ar poull bras un dachenn dispar evit c’hoari. Goude bezañ soubet hon zreid en dour -tra difennet groñs- e vez graet «krampouezh» warni. Hir eo ar poull evit lakaat mein plat da lammat meur a wech war-c’horre. Spouronet 3 gant ar mein, an houidi a dec’h o vont aketus ahed ar ribloù. Se zo un abeg evit o lakaat da vont buanoc’h-buanañ. Mein dezho ! Ha mein tevoc’h zo stlapet hardizh outo. Pe hini ez aio ar maout gantañ er penn pellañ d’ar poull ? Deomp klaoustre ! Gant taolioù mein resisoc’h-resisañ e klask ar glaoustreerien reiñ nerzh d’o muiañ-karet. Ha pañ ! Ha pañ ! Siwazh ! Ur vannadell 4 dizampart hag eo lakaet un houadig war e gein, daou marteze. N’eus ket anv ken eus fardañ «krampouezh»war an dour-billig met «spazhañ5 houidi» evel e vez lâret. Ret eo kuzhat ar c’horf-marv e goueled ur fozell. Hag e vo graet. E dibenn an devezh e veze savet kont an torrad gant ma mamm-gozh. Unan a vanke. Goulennetaet omp bet ganti rak gwelet he doa ac’hanomp o c’hoari endro d’ar poull. Hervezon, n’omp ket da damall, tamm ebet! Koulskoude e chome-hi en entremar.
« N’eo ket debret c’hoazh tout ar c’hoad gant ar givri ! »
Kompren a raen e c’hellfe reiñ fest ar geuneudenn din pa vefe ur golladenn all. En em dennañ a raen brav!
En ur vont ahed ar porzh hag ar c’harrdi ez adkav an tremen e staelad a wenodenn. Kammdreiñ a ra en-dro d’ar parkoù evit skeiñ etrezek «Park ar C’hoad». Teñval, gleborek eo honnezh ha muioc’h a beoc’h ´m eus o treuziñ ur peurvan heoliet evit pellaat diouzh an ti-feurm. Koulskoude en deus tro an amezeg da vont betek e bark dre eno. Marteze ez eus un tremen all evit mont di rak n’ em eus ket gwelet anezhañ alies dre aze. Dre-benn fachiri etre amezeien, hep mar ebet !
Estreget ar garront meinek, un hent aesoc’h a zo ´vit kas un den bennak war vale pe war varc’h-houarn etrezek an ti-feurm. N’eus nemet bountañ war un dorig savet gant bizhier kloued kistin dirusket evit mont e-barzh ar Bradenn. Ur ribinad a gas an tremener betek penn uhelañ ar porzh etre ar forn ha loch ar c’hi. N’eo ket serret alies ar gloued diwezhañ hanter zismantret. Neuze e chom ar weladennerien a-wel d’an annezidi ur pennad brav. Ma n’int ket anavezet ganto e vez lâret, disfiziañs en o mouezh : "Piv eo ar re-se ?"
Dre aze e tegouezh kalz a dud. Setu Emilie -Milie e vez graet anezhi- gant he mab Roger, ma c’hamalad. Bountañ a ra war ur c’hravas-rodellek leun a choanennoù bara a vo lakaet da boazhañ er forn goret gant fagodennoù spern-du gant ma zad-kozh. Ma mamm-gozh o tistreiñ d’ar poull-kannañ en ur garrigellat ar gannadenn. Pe sammet gant pourvezioù. Ispiserien-red a ra un arsav er penn pellañ d’an hent. Gwerzhañ a ra-hi vioù ha pileradoù amanenn dezho evit prenañ eoul debriñ melen-aour «Lesueur», un dabletezenn chokolad «Poulain», ur pakad sikore «Leroux» da lakaat er pod kafe, un tamm soavon «Marseille», kouignoù «BN», sukr «Say». Netra dreist an ezhommoù pemdeziek. Setu ivez ma zad-kozh o tistreiñ d’ar bourk war varc’h-houarn. Hennezh ne oar ket bleniañ ur wetur. D’ar Sul goude merenn e vez gwelet ma zintined kozh eus ar bourk war glask c’hwervizon evito hag o lapined. Spi o deus da vezañ adkaset du-hont gant ur blenier seven a chomo a-sav en o-c’hichen. «Un dastumer houperiged» e vez graet ganto eus seurt den. Unan all, un intañvez paour anezhi a zeu bep pemzektez evit karzhañ krevier-lapined ha diglorañ ar fav sec’h. He mab Théodore a zo e-karg eus un tropell bras a saout e ti- feurm ur c’houer pinvidik. Noz-ha-deiz e chom ar paourkaezh ganto. Koñje en deus d’ar Sul goude merenn evit mont da di e vamm. War hent an distro e ra un ehan e ti ma mamm-gozh, e vaeronez. Debriñ a ra un tamm kouign hep lezel ur bruzhunig war an daol. Ne glemm ket war e stad truezus daoust d’e zilhad peñseliet ha d’e c’houriz aozet gant garennoù drez dirusket evit mirout ouzh e vrageier da riklañ. Teir gwech ar sizhun e ra un devezhour marvailher war-dro ar c’hezeg. Bemdez e vez gwelet paotr-al-lizhiri pintet war e velo re uhel evitañ.
Bep an amzer e teu ur marc’hadour tapisoù war vale o tougen e samm war e chouk pe ur reder-bro nammet - ur soudard gloazet da goulz ar brezel bed kentañ- gant e gador-ruilh sachet gant ur c’hi sentus pe c’hoazh ur pilhaouer evit prenañ krec’hin lapined ha pilhoù uzet betek an neudenn. Dezhañ e vez graet «Yann d’ar blotoù 6» gant ma mamm-gozh. Dispriz ebet el lesanv-se. Arc’hant ar werzh a vo miret ganti evit prenañ traoùigoù a blij dezhi.
Bep bloaz e teu un taper gozed evit stegnañ pechoù er foenneg. Kuit d’al lavnennoù ar falc’herez bezañ freuzet gant turiadennoù-goz. Oc’h heuliañ gwenodennoù mil anavezet ganto e teu e toull an nor ur c’houplad tud dall. Kavout a reont boued dirak an oaled ha bod er solier...Steuziet da vat ar bedig-se a dud vunut a vage ma faltazi a vugel.
3 effrayé
4 projectile
5 castrer
6 rebuts