O veajiñ (12) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 5%

Ne vezomp ket aet alies war-laez ar Bradenn. Seblantout a ra dimp bezañ eno un dremmwel re bell. Harzoù hon domaniig a c’hoari evel harzoù etre broioù divent. Ouzhpenn-se, du-hont ez eus daou diad ha n’hon eus ket liammoù a vignoniezh ganto. Kozh tabutoù zo kaoz eus ar gasoni. Tremen a ra an annezidi a-bell hep hon saludiñ. Pa vezont o labourat er parkoù e reomp un tamm sell sibouroun (1) ouzh ar savadurioù gris ha divuhez. Chom a reomp e goudor hon c’hleuz rak ar chas a vez o harzhal ferv.

C’hoarioù er pradoù (Lucien Pouëdras)

Un dachenn-c’hoari eus ar gwellañ eo ar Bradenn. Skarzhet eo bet an dour eus ar poull. Al lec’hid a zo bet diskarget diouzh an dumporell amañ-hag-ahont evit sevel bernioù gleb ha gwak o c’hortoz bezañ ledet war gorre an douar. N’eus netra gwelloc’h evit drusaat ar pradeier. N’eus netra gwelloc’h ivez evit aozañ ur mindrailh deus an efedusañ. N’eus nemet d’ar vugale-gadourien merat an danvez prizius evit sevel boulloùigoù heñvel ouzh bolidi kanol. Ha pep hini tost d’e bourvezioù brezel. Komañset eo an arsailh. Ar pal : tizhout pe vruched an enebour pe, gwelloc’h c’hoazh, e zremm gant ur voull c’hleb. Evit he lakaat da vezañ lousoc’h hag efedusoc’h n’eus nemet ruilhañ ar voull er veuzelennoù (2) pe vernioù teil. Ur bouloudenn lous ha c’hwezh fall ganti ouzhpenn. Pebezh abadenn ma zud kaezh ! Neuze e vez marellet an dilhad gant al lec’hid flaerius. Dav e vo d’ar vrezelourien dispont o lezel da sec’hañ a-raok o vroustañ gant nerzh evit bezañ kempennet naet dirak ar vamm-gozh. Gant aon bezañ gourdrouzet. Honnezh a zo tomm ouzh an naetadurezh!

Bernioù teil da skuilhañ (Lucien Pouëdras)

Bannadelloù all a zo hervez ar pevar amzer. E koulz an diskar-amzer n’eo ket difennet dastum frouezh ar mare, an avaloù da skouer. Da gentañ, n’eus nemet anv da stlepel an aval ar pellañ ar gwellañ. Met n’eo ket a-walc’h mont dre zorn. Moaien zo d’ober gwelloc’h gant ur vazh lemm sanket e-barzh un aval. Brudet eo ar banner-avaloù e-touez ar baotred-saout. Gwechoù zo, ar bannañ peoc’hus a zeu da vezañ ur stourm kalet. Hag an aval a zeu da vezañ ur boled gouest da frikañ e benn d’unan bennak a ra goap ouzoc’h ´blam m’eo e vannadenn hiroc’h eget hoc’h hini. Ken efedus eo un aval hag ur maen. Ken distrujus eo ur banner-avaloù a-vremañ hag ur vatalm (3) eus amzer al Lezenn Gozh. N’eo ket ankouaet ganimp istor burzhudus ar paotr Divi. Daoust d’ar feulster, hini ebet eus ar gadourien a zo manet born, bloñset ne lavaran ket. Neuze e chom tomm-bev ar vignoniezh etrezo. Ha pa vez klevet c’hwitelladenn tren-dre-dan pemp eur, eo poent paouez gant ar stourm. Un emglev a zo divizet. Marteze e vo torret antronoz, ne vern...

(1)=subrepticement.
(2):Kaoc’h saout.
(3)=Fronde.