Goldberg Variations - JS Bach / Glenn Gould (1981)

, par  Kristian , popularité : 3%

En Alamagn, en triwec’hvet kantvet, e veve ar braz deus ar sonaozerien dindan gwarez ar briñsed niverus a rene o zachenn, bras pe vrasoc’h. Ar C’hont Kayserling a zeue alies da chom e Leipzig, ha d’e heul e teue, estreget e goskor, e vuzisian ha sonaozer feal Goldberg, a oa bet skoliataet gant JS Bach, sonaozer meur kêr Leipzig er mareoù-se. Kudennoù kousked a oa gant ar c’hont, ha bewech e veze divunet e Goldberg muiañ-karet evit lakaat anezhañ da gousket en-dro gant son e glavisin, rak ar piano ne oa ket c’hoazh anezhañ er vro.
Setu ma oa bet lâret da JS Bach sevel evit Goldberg, kement ha pinvidikaat roll e donioù ha frealziñ nozvezhioù digousk ar c’hont., pezhioù hag a vefe sioul ha birvidik war ar memes tro, pezh a deuas da vezañ ar Variasionoù Goldberg. Hervez ar vrud e oa bet ken plijet Kayserling m’en doa profet da JSB ur c’halir aour leun a bezhioù eus ar memes metal.

Pezh a oa da zigentañ un urzhiad all bennak evit Bach a zeuas da vezañ avat unan eus ar pezhioù muzik brudetañ er bed, unan hag a vez c’hoariet kalz c’hoazh hiriv an deiz. Ouzhpenn-se e oa Bach e-kreiz prantad krouiñ fonnusañ e holl vuhez, ha ne voe ket pell da ginnig ur pennober.

E Toronto, ouzhpenn daou gantved war-lerc’h, e veve ur soner piano dreistdornet anvet Glenn Gould, ganet e 1932. Un tamm brud a oa dija war anv ar paotr pa ginnigas da Columbia Record enrollañ ar Variasionoù. Gwall domm ne oa ket ar pennoù bras met a-benn ar fin e voe asantet gant ar gompagnunezh, hag e 1955 e voe enrollet ar Goldberg Variations, pezh a oa da vezañ ur maen-bonn e istor ar muzik anvet klasel ha d’ober eus Glenn Gould, eus an eil deiz d’egile, ur mell star etrevroadel ha deus ar pezh-muzik nebeut-anavezet-se ur gwir hit, evel ma vez lâret.
Ne oa Gould nemet 22 vloaz d’an ampoent, un oristal a zen, ur paotr hoalus ha ne rae nemet diouzh e benn, unan a voe kreñvoc’h-kreñvañ a-hed ar bloavezhioù e zoareoù "autist" : gwisket hañv-goañv gant mantell ha manegoù, unan a zisplije dezhañ soniñ dirak an dud hag en em gave en e vleud e bed kloz ha klet ar studio. Un den deuet eus ur blanedenn all, a veze klevet an dud o lâret. Abred a-walc’h e oa chomet a-sav gant ar sonadegoù evit pleustriñ war kalite ha spered e enrolladennoù, oc’h adstagañ bepred abaoe ar penn kentañ pa adtape oberenn-mañ-oberenn, ha skrivañ diwar-benn ar muzik ivez, atav gant JS Bach evel tour-tan ha mammenn e awen krouer, daoust m’en deus enrollet meur a gompozer, re vrudet pe re zivrudoc’h.

Lusk ha birvilh ha swing forzh pegement a zo gant version 1955 ar Goldberg Variations. E 1981, bloaz araok e varv d’an oad a 50 vloaz, e enrollas Gould ar Goldberg Variations adarre. Ur maen-bonn all e istor ar muzik !
Soñjit ta : ar version gentañ a bade 39 munud ; Homañ diwezhañ, 51 ! Furaet ha sioulaet an den gant an oad moarvat, ur sell all gant ar soner war oberenn JS Bach hag ur c’hoant da vont donoc’h enni. Un oberenn a speredelezh, a vez klevet alies, testamant ur c’hrouer dibar.
Kinnig a ran deoc’h selaou ar version-se eus ar Variasionoù neuze, en he fezh, kement hag ober, hag evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant Glenn Gould e kinnigan deoc’h sellet ouzh ar film a gavoc’h dre al liamm e traoñ ar rubrikenn-mañ. Kenavo ‘benn ar wech all, ha plijadur deoc’h !
Hag un draig all c’hoazh : arabat bezañ souezhet ma klevit Gould o vouskanañ izel en ur c’hoari piano : evel-se e oa gantañ.

Selaou :

Bach The Goldberg Variations BWV 988 (Recorded1981) - Glenn Gould