Jerry Lee Lewis n’eus lipet e loa ! + video (1965)

, par  Kristian , popularité : 7%

Setu, an hini diwezhañ eus ramzed orin ar Rock and Roll zo aet a-gostez ! Goude Little Richard ha Chuck Berry eo marvet Jerry Lee, d’an oad a 87 vloaz, mar plij. Souezhus a-walc’h pa seller ouzh ar vuhez zo bet renet gantañ !
Ganet en ur familh baour a Louisiana e 1935, Jerry Lee a grog da c’hoari piano abred-tre, ha dont a ra a-benn da vont da Memphis evit enrollañ e studio mojennel Sun (hini Elvis Presley), ha mont war an hent da c’houde gant steredennoù ar mare, Johnny Cash, Elvis hag all.
Buan e tap brud ur merc’hetaer, lonker ha chikaner, "The Killer" e lesanv. C’hwezh ar suilh a zo gant e "single" kentañ, Whole lotta shakin’ going on", heuliet gant "Great balls of fire", an daou oc’h ober berzh bras en USA ha pelloc’h.
Treiñ a ra an avel avat e 1958, da geñver un droiad e Bro-Saoz, ma vez gouezet emañ Jerry Lee dimezet gant ur genitervez dezhañ oadet a … 13 vloaz !
Lakaat a raio amzer da sevel kein a-raok dont da adpakañ e vrud, o veskañ tout an traoù a c’hell ober ar gwellañ : rock, boogie-woogie, blues ha Country and Western war leurennoù ar bed a-bezh.
Paotr ar boeson, an drogachoù hag an armoù e oa, ur gwir penn-bervet anezhañ, ha kondaonet e vo meur a wech evit a bep seurt torfedoù. Dimezet-dizimezet e vo a-hed e vuhez (7 gwech !), ha meur a romant a vefe moaien skrivañ diwar e vuhez kaotek.
Ma, evit ober anaoudegezh gant ar paotr a c’hoarie piano buanoc’h evit e skeud - hag alies-mat gant e dreid - e kinnigan deoc’h sellet ouzh ar video postet hiriv, ha ’m ho peus c’hoant gouzout hiroc’h, mont war ar rouedad, ma vo kavet leizh a draoù. Un tamm hiroc’h dre al liamm-mañ ivez : [https://fr.wikipedia.org/wiki/Jerry_Lee_Lewis]

Ar video dre ar prenestr bihan (karged buan hag aes)

Ar video dre Youtube


Jerry Lee Lewis In the 60s - A Whole lotta shakin´Goin´On (Concert Complete) England 1964