Kristen Nogues - Kernelec (1990)

, par  Kristian , popularité : 6%

Skrivañ diwar-benn Kristen – ar vaouez koulz hag he muzik - n’eo ket un dra aes. Da gentañ peogwir ne oa ket unan d’em lakaat war wel - nag er mediaoù na war al leurenn -, peogwir n’eus ket embannet kalz a bladennoù war hec’h anv e-doug he zregont vloaz bennak war ar vicher, peogwir e oa chomet klañv e-pad pell a-raok mont da anaon e 2007, d’an oad a 55 vloaz.
Koulskoude, an holl o deus anavezet anezhi o deus soñj eus ur vaouez vliv, brokus, hegarat, unan ivez hag a ouie chom dibleg pa veze anv eus he sonerezh. Ha pa vez graet anv eus an delenn, e Breizh ha pelloc’h, ral eo ne vefe ket meneget anv Kristen Nogues. Soñj ’m eus bezañ klevet daou delenner alaman o lâret e oa bet selaou « Marc’h Gouez » brasañ stokadenn o buhez muzisian. Ur bladenn embannet e 1976 gant Nevenoe, ar c’hoop mignoned arzourien ma oa, en-dro da Gristen, tud veur evel Ewen, Delahaye, Favennec, Annkrist hag all.
C’hoari an delenn a zo chomet e pennoù ar braz eus an dud un dra gaer, ma empenner a-walc’h ur vaouez – kozh pe yaouank – gwisket prop, sae hir, blev melen o flodiñ en avel, notennoù sklint hag heson o tont eus he benveg « nobl ». Muzik evit lez ur priñs pe ur markiz, kwa.
Arz Kristen avat, kontrol d’ar skeudenn beoc’hus ha distanus-se, a oa un afer all, hag an traoù savet ganti tonioù o tont eus ur bed all. Eus pelec’h e teue hec’h awen ? Petra ’oa mammennoù he muzik ? Heklev an tonioù hengounel desket ez-yaouank e Pariz digant Denise Mégévant, bet skoliataet ganti meur a delennour a Vreizh, evel Alan Stivell-Cochevelou ? Herezh Breizh hag ar broioù keltiek (n’he deus ket c’hoariet bern anezho, kentoc’h e veze tonioù kompozet ganti) ? Nerzh ar c’han ha diskan kanet er Menez gant he gwaz er bloavezhioù post-68 ? Levezon toullerien hentoù gwriziennet e herezh o bro war ar memes tro, evel Bela Bartok ? Hini ar « muzik a vremañ », kemplezh ha direnkus a-wechoù ? Pe e vefe hini ar vuzisianed jazz he doa bet tro da seniñ ganto alies, evel JF Jenny Clarke, Peter Gritz, John Surman hag all, pe c’hoazh adlañs muzik Breizh er bloavezhioù 90, asambles gant he mignoned Pellen, Marchand, Molard, Lannhuel, ha me ’oar-me piv c’hoazh ?
Ma. Daoust ha ken pouezus eo terriñ e benn gant seurt traoù ? Pezh a zo sur, muzik Kristen a zo ur bed diseurt, ha n’eo ket da vezañ keñveriet gant hini all ebet. Hag evit gellet antreal er bed-se, ne soñj ket din e vefe tra gwelloc’h evit he fladenn « Kernelec » (anv ar gêr e oa bet o chom e-pad pell, e Plouneour-Menez), un albom enrollet en Alamagn er bloavezh 1990, ma vez klevet Kristen o kanañ ivez. Ur bladenn hag a zo evidon ur pennober, un albom a blij din selaou en e bezh, gwech an amzer. Kement ha lakaat va fenn da veajiñ ha da zegas soñj din eus va mignonez Kristen.

Setu ar pezh a lavare Alan Stivell diwar he fenn :
« Une personnalité forte et attachante, une sensibilité à fleur de peau, de doigts et de voix, une énergie qui contredit l’image éthérée (mais coriace) de la femme harpiste. Ses compositions l’amènent sur des sentiers harmoniques peu évidents pour des harpes celtiques, dans des régions où confluent les mondes breton, jazz et classique contemporain. »
— Alan Stivell, Telenn, la harpe bretonne, 2004, p. 129

selaou :

Vimeo