E 2010 oa bet bugale klas a re vras o welet diskouezadeg nevez Mirdi Landevenneg. Goude merenn oant bet degemeret gant an tad Mark peogwir o doa c’hoant kompren penaos oa buhez ur manac’h a-vremañ goude bezañ gwelet ur film brav-meurbed :
"Brendan et le secret de Kells", e brezhoneg ouzhpenn.
Un tamm sonerezh tennet eus ar film-se a vo klevet ’pad ur vunutenn araok mont gant ar sujed da vat.
Anavezet mat oa an tad Mark e bed ar vrezhonegerien peogwir e oa eñ o telc’her levraoueg vras Abbati Landevenneg.
Selaou : Tad Mark Landevenneg & Bugale skol St-Riwal (2010)
|
Pellgargañ : Tad Mark Landevenneg & Bugale skol St-Riwal (2010)
|