Daoust hag-eñ eo krampouez ur perzh eus ar glad sevenadurel dizanvezel ?
Evit ambroug an ekomirdi war ar soñj-mañ e vo pedet Julie Léonard, e-karg eus lodenn renabliñ ar Glad Sevenadurel Dizanvez ha broudañ al Liesseurted sevenadurel evit ar gevredigezh BCD/Sevenadurioù Breizh.
E 2020, e kenlabour an Ekomirdi gant pevar mirdi eus Breizh diwar-benn ar c’hrampouez. Dioueliet eo bet an diskouezadeg « Bleud zo, krampouez vo » e miz Even 2020 d’ar Milinoù Kerouat.
Evit mont pelloc’h war an dachenn-mañ, e kinnig an ekomirdi d’an annezerien bezañ perzh eus ar raktres ha dastum asembles ar sonjoù hag an destenioù war an tem-se
Tout al labour-mañ a vo displeget dre an diskouezadeg verr-bad en dazont, e Ti ar C’horneg ba Sant-Riwal e 2021.
Brendan