Rebetiko - commentaires Rebetiko 2024-02-01T09:39:27Z https://ribin.radiomenezare.infini.fr/spip.php?article2388#comment1273 2024-02-01T09:39:27Z <p>Mersi bras evit al loaiad mel Alan.<br class="autobr" /> Loc'het eo an istor diwar un istor gwir kontet din, hini ur plac'h evel an harozez, dilezet gant he gwaz soner evit ur vaouez yaouankoc'h. Unan all c'hoazh…<br class="autobr" /> Tout ar peurrest a zo bet ijinet, diwar an amzer tremenet ganin e Gres ha dreist-holl diwar an istor karantez am eus gant ar Rebetiko… abaoe tost 50 vloaz.<br class="autobr" /> Naxos ur arsav war hent Karmandou ? Ne ouien ket.<br class="autobr" /> Droch ar fin, a gav dit ? Gwelloc'h 'vit klask lazhañ anezhañ, soñj ket dit ?</p> Rebetiko 2024-01-25T09:53:55Z https://ribin.radiomenezare.infini.fr/spip.php?article2388#comment1263 2024-01-25T09:53:55Z <p>Un danevell a-vremañ, tres gwirheñvelded warni (nemet ar fin un tamm droch), frammet mat hervez reolennoù ar berrlavar.<br class="autobr" /> Liesseurt an temoù :<br class="autobr" /> Nebeut a dudennoù deskrivet pizh, emdroadur o c'horfoù hag o zrivliadoù : Karantez ha digarantez.<br class="autobr" /> Istor an dial.<br class="autobr" /> Ar sonnerezh ha metoù ar sonerien. <br class="autobr" /> Eklevioù buhez an harozez a glot gant pozioù ar rebetiko.<br class="autobr" /> Buhez disoursi foeterien- bro war enezen Naxos bloavezhioù tri-ugent.( un arsav war hent Katmandou e oa Naxos).<br class="autobr" /> Doareoù ar C'hresianed.<br class="autobr" /> Ar monedone etre Breizh( glav, avel vervent ha digenvez ur vaouez aet kozh) ha Naxos( an heol o parañ bemdez, eürusted ar yaouankiz).<br class="autobr" /> Ha kement zo…</p>