Rebetiko

, par  Alain

Le 25 a viz Genver à 10:53, gant Alain O respont da : Rebetiko

Un danevell a-vremañ, tres gwirheñvelded warni (nemet ar fin un tamm droch), frammet mat hervez reolennoù ar berrlavar.
Liesseurt an temoù:
Nebeut a dudennoù deskrivet pizh, emdroadur o c’horfoù hag o zrivliadoù: Karantez ha digarantez.
Istor an dial.
Ar sonnerezh ha metoù ar sonerien.
Eklevioù buhez an harozez a glot gant pozioù ar rebetiko.
Buhez disoursi foeterien- bro war enezen Naxos bloavezhioù tri-ugent.( un arsav war hent Katmandou e oa Naxos).
Doareoù ar C’hresianed.
Ar monedone etre Breizh( glav, avel vervent ha digenvez ur vaouez aet kozh) ha Naxos( an heol o parañ bemdez, eürusted ar yaouankiz).
Ha kement zo…