Pladenn ha planedenn

Pladenn… peogwir pa oan krennard, ha pelloc’h, e veze selaouet "singles" (45 tro), ha muioc’h-mui pladennoù vinil (33 tro). Me gomz deoc’h deus un amzer venniget ma veze klevet Brassens koulz hag ar Beatles er radio, Sirtaki koulz ha Bossa Nova, an amzer etre va bragoù berr ha va "pat d’eph"… ha planedenn, peogwir ne chomer morse a-sav gant selaou muzik, ha peogwir pladenn-ha-pladenn e vo graet an abadenn : un arzour(ez), ur bladenn… pa vo moaien bepred. Taolioù from ur Breizhad aet war an oad, kwa, sonerezh klevet gant ur c’hozh "boomer" ma ’peus c’hoant…

En français : mémoires musicales d’un vieux - con de - boomer, un album par artiste - à chaque fois que possible.