«Hag ac’hano ez is en un eur-vale da Vrasparzh...»
Klevet an destenn gant Kristian Braz : |
O vont trema Brasparzh ´m eus graet un ehan dirak ur regennad a 77 peulvan strewet el lanneg -nemet un ugent bennak a zo a-wel-. Renket mat eo ar vein hervez ul linen reter-kornog. Hag ar re-se a zo uheloc’h uhelañ trema ar reter (1m80). Regedannoù bihanoc’h a vez gwelet a-skouer an hini bennañ. Peseurt kreañsoù a veze lidet amañ? Peseurt doueoù pe zoueezed a veze aspedet ? Chom a ra kevrinus al lec’h. Koulskoude ur vojenn a zispleg orin ar savadur: «An Eured-Veign».

Ur beleg a oa war vale etrezek ti un den en e basion. Ambrouget gant ur c’hurust e treuze ar waremm leun a lann, a vrug hag a vein en o sav, e sac’h-nouenn gantañ. War an hent e oa tud un eured o kanañ hag o tañsal. Ne voe ket gwelet na saludet kennebeut gant an dud e kreiz o ebatoù. Marteze e oant re eürus pe re vezv evit klevet kloc’hig ar c’hurust. Marteze e oa bet mouget tinterezh ar c’hloc’h gant son ar biniou.
Hervez ma lavarer, pa voe echu ar ganaouenn e voe kastizet tud an eured evit nompas bezañ stouet o fenn en ur dremen ar beleg. An eured a voe troet e mein-kigoc’h.
Puilh eo faltazi ar Vretoned evit meizañ displegadennoù eus darvoudoù digomprenus. D’am soñj, ar vojenn a zo bet savet dindan levezon ar relijion. Ar re n’o deus ket doujañs deus boazamantoù hengounel ar relijion a vo kastizet. Ret eo saludiñ ur beleg a zo o vont da nouenniñ un den en e dalaroù. Klevet tinterezh ar c’hloc’hig ha gwelet ar sac’h-nouenn a zo mat da lakaat an ebatoù paouez. E-pad pell e oa bet kondaonet an dañsoù gant ar veleien diwar ar gador-prezeg e Bro-Leon dreist-holl. Hervezo e oant mammenn ar sioù. Paotred ha merc’hed asambles, pec’hed e oa. C’hoari a ra ar vojenn-se evel taolennoù a lakae war-vel dilerc’hioù noazus an emzalc’hioù na zouj ket pennsturiennoù an iliz katolik. Ur roll pedagogel a zo staget ouzh an danevell skouerius.
Evit tizhout Brasparzh e heulian an hent-houarn dilezet a liamm Rosporden ha Ploueskad.

Plaen ha kompez eo an hentig a ya da heul ul linenn live. Ne oa ket evit an «tren patatez» talañ ouzh gravioù re serzh dindan boan da chom a-sav! Hervez eurioù savet e 1913/1914 e pade ar veaj 19 munutenn etre Lannedern ha Brasparzh. Gouest e vijen bet d’en heuliañ dre nerzh ma c’higennoù gant ma MTB. Ha n’on ket ur brabañser!
Gallout a ra un den dizoleiñ Brasparzh dre bommoù lennegel.
Kinnig a ra ar barzh René Guyomard ur valeadenn d’e vignonez :
Da Vrasparzh, e kasin dit Truez hor bo an eil ouzh egile Eno, ez eus parkeier dister Gant mein en o c’hreiz A-dreuz kroc’hen ar gwaremmoù Bez ez eus tier strobinellet Oaled mouget o zrouz gant ar voudenn Daouarn kozh a stamm en disheol Selloù a zo skuizh da bediñ Bez ez eus bugale o redek War-lec’h ur bugaleaj damwelet Ha ruz o botoùer er fozioù du. Aon en deus an heol anezhañ e-unan An aer a grenn an douar betek e greiz. |
E Brasparzh ez eus pennsac’h Tortoù ha treid kamm Ha tud gloazet o skevent A zeu evit bezañ titouret a-zivout o leve Ha maouezed mezvezet Breolimerien ha baleerien bro Hag a ya en tu-hont d’ar menezioù Gavrgen ha boteier-koad gant plouz Kramenn koshoc’h eget o c’hroc’hen E Brasparzh emañ an noz Ne oar ket pelec’h en em ziskuizhañ Ar garantez a glask he hent Hag a ra gant nebeut Bez ez eus avaloù c’hwerv E Brasparzh e kreiz al lanneier Emañ menez Sant-Mikael E sioulder dezhañ war ar geunioù A nac’h bann an noz War riblenn ar glaveier gorrek Lec’h ma z’eo mouzet pep promesa Lec’h ma stou o gouzoug ar c’hezeg Hag e valeimp etrezek e boan En ur stardañ kreñvoc’h hon daouarn. |
E-kerzh ur fourmenadenn (1930...) en doa treuzet ar barzh Max Jacob bourk Brasparzh. Awenet gantañ en doa liammet aergelc’h ar bourk gant istor ar Venec’h ru a veve en tolead (abati ar Releg ha maner marc’heien Sant Yann er Fouilhez) Tamallet e oant da vezañ hep feiz na reizh ha bevañ diwar-goust tud ar vro. Ur gwerz «An tri manac’h ruz» dastumet gant La Villemarqué a gont istor Kallig Moal forzhet gant tri manac’h ha veñjet gant ar bugel ganet diwar ar walladenn, Devet ent-bev ar venec’h hag o ludu taolet d’ar pevar avel. Heñvel eo pouezh an avel a zo lakaet war-wel er barzhoneg gant Max Jacob. Hervez ur vojenn e vije bet torret o gwir da dremen an nozvezh gentañ an eured gant ar bried-nevez a-drugarez d’ur vaouez eus Tredudon. Koulskoude tud a zo ru o blev a zo kontet o diskennidi e kreiz Breizh.
Brasparzh, war hent Menez Arre:
Ti ebet war-dro ar geunioù
Diouzh an noz er goañv
Gwezenn glas ebet.
Brasparzh war da lanneg
Riblerien ha riblerezed,
Na karr na tremener !
Hag a-wechoù e fiñv
Bered an avel:
Setu ar Menec’h ru
O tont alies
Javed aet da relegenn
Du o daouarn hag o fennoù
Hejet gant eskern ...
En dastumad «Bara d’al laboused» eo bet degaset ar gaoz war Brasparzh gant George Dranno :
War hent didud Brasparzh biziterez doñvaet ar gwenodennoù kollet
Adskedoù bokedoù dour en he blev ...
War hent didud Brasparzh ar viziterez he daoulagad a veureoù boull...
Adskedoù bokedoù dour en he blev...
Marteze eo Marie Ar Polanton ar viziterez ken koant hini damwelet gant Gilles Servat er ganaouenn «War menez Brasparzh».
Un matin que j’étais
Sur la montagne de Brasparts
A regarder l’automne
Sur le lac
Et les oiseaux sur le départ
J’aperçus deux personnes
Assises-ou plutôt posées -
Sur l’herbe rincée de rosée...
La femme souriait
Sous le cristal des dentelles...
Si douce était sa voix
Quand elle me dit en Breton...
C’est moi Marie ar Polanton...
Et puis ils disparurent
Soudain j’ai vu s’envoler
Deux oiseaux sur le Yeun Elez..
Istor Marig ar Polanton a zo bet kanet gant Louise Ebrel.![]() |
Ar vravañ plac’hig a zo ´barz ar c’hanton
Envel a reer ´nezhi Marig ar Polanton...
Mil-anavezet eo Son ar Chistr skrivet gant ur paotr a orin eus Brasparzh : Frederic Le Guyader. Gwir eo, e weler gwez- avaloù tro-dro Brasparzh goude ma n’int ket gwelet war terouer parrezioù all an Are.
Son ar Chistr
Ev chistr ´ta Laou, rak chistr zo mat, loñla
Ev chistr ´ta Laou, rak chistr zo mat
Ev chistr ´ta Laou rak chistr zo mat
Ur blank, ur blank ar chopinad lonlà
Ur blank, ur blank ar chopinad...
E-ser Gwennyn, Tri Yann ha Gilles Servat o kanañ ar ganaouenn-se e kemeran penn an hent etrezek ar Yeun war roudoù ar c’hi ru.
En ur dreuziñ ar menez e tapin torgenn Sant-Mikael ha goude un eur e vin war ribl al lenn.
Pell-gargañ ar pennad lennet gant Kristian : |