O veajiñ (7) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 5%
Dastumadeg avaloù-jistr.( Lucien Pouëdras)

Emañ ar« Valaneg » en hanternoz an domani. Amwel(1) eo an harz, nemet mein savet e pep penn ar park. Arabat d’al labourer-douar mont er-maez eus e bark rak ne vefe ket gouzañvet seurt dichekadenn gant an amezeg. Er pellder, eo souchet un atant enklozet en douaroù gant ur renkennad gwez uhel. Hini daou vreur n’em eus gwelet o liv morse. Ha n’on ket bet eno gwech ebet. Misterius e seblant din ar breuriad-se er-maez a wel, arallvro, hanter-c’houez marteze. Pa veze galvet ar mezeg gant ar familh e oa ret dezhañ mont war-droad dre an hent-karr evit tizhout an ti!

P’en doa ma zad-kozh feurmet an atant en doa plantet ur renkennad gwez avaloù e-kreiz an dachenn. Deuet int d’o ment bremañ. A-wechoù ez an da reiñ dorn evit dastum an avaloù-jistr. Ne blij ket al labour-se din. Daoulinet war ur sac’h-patatez lien rouz, gwarezet ouzh ar glebor- a-wechoù ar rev- e kargan ma faner-aozilh. N’eo ket aes dispartiañ an avaloù bihan — Damelot o anv — diouzh bouchadoù-geot. Rak ar saout n’int ket bet lakaet da beuriñ amañ gant aon ne lonkfe unan bennak un aval da stankañ he c’horzailhenn. Daoust ma n’on ket kreñv a-walc’h evit seveniñ labour ar mevel —dougen ar paneroù betek an tumporell evit o tiskargañ, hejañ ar brankoù gant ur berchenn hir pe krapat er wezenn evit skeiñ war ar barroù— avi ́m eus outañ. Pa vin kosoc’h…

Ar vuoc’h hanter-vouget.( Lucien Pouëdras)

Padal, frank eo an tremen e traoñ ar park a gas betek «Ar Plessis» e ti Perrin.
Ur garront hir dindan barroù stouet betek skeiñ war al leur. O vont di evit an dornadeg e teu d’am soñj ur pennad diwar-benn gavrig an aotrou Seguin (un istor kontet gant ar mestr-skol) achapet eus he c’hraou evit bale-bro. « Ar gwez-kistin a blege o brankoù betek an douar evit he flourañ. Ar balan aour a bellae diouti war he zremen... » Ne oa ket ken kriz ma zonkadur hag hini ar gaezhig!

Prenet en deus ma zad-kozh un annoar digant an aotrou Perrin, e vignon. Evit kas anezhi d’he c’hraou nevez eo bet staget honnezh a-dreñv an dumporell a storlok er sodelloù-karr(2). Hi a vo ma lellig. Ha me mav ha seder dindan an deil da heul an ekipaj...

  1. quasi-invisible
  2. ornières