O veajiñ (10) a-dreuz parkoù ha pradoù ma bugaleaj e-ser al livour Lucien Pouëdras

, par  Alain , popularité : 7%

Ar «Peurvan-Gozh », un tri-c’horn bihan dam-zilezet etre hentoù-karr hag ar «Park-Dirak», a zo un dachenn re c’heuniek evit bezañ gounezet. Falc’het e-doug an nevez-amzer e chom dizarempred mizvezhioù a-hed. Koulskoude, e diwezh an hañv, e kav mat ar saout ar peuriñ eno pa vez suilhet ar geot er «Bradenn-Vras». Ret eo d’ar paotr-saout bezañ war evezh rak ́n eus kleuz ebet tro-dro dezhañ nemet girzhier treut haleg, bodennoù spern hag drez o c’hounit war an dachenn. Koulskoude, ez eus tu d’ober korfadoù mouar du pa vez ar mare.

Ar bugul hag e gi( Lucien Pouëdras)

Binvioù labour-douar merglet a zo harpet ouzh ur c’hleuz. Reputuet1 abaoe pell amzer e weler aze ahel un tumporell, pezhioù un alar, dent ramzel ur foennerez... E-kichen, gwarezet ouzh ar skorn gant ur gwiskad gouzer, e kaver ur bern beterabez evit boueta ar saout e-pad ar goañv.

An tumporell bourdet el lagenn(Lucien Pouëdras)

Da-geñver ur charreadeg gouzer oa degouezhet un darvoud dic’hortoz : sanket rodoù an dumporell e deun2 ul lagenn. Re vlot an douar war-lerc’h glav pil miz Here. Hag al loan da sachañ war ar sugelloù evit mont kuit diouzh ar fank, kazeg... Un eil loan zo staget, ha bec’h. Kazeg adarre. An dumporell ne loc’h ket. Dav eo ambilhañ Bisig, loan du an amezeg, ha lakaat fagodennoù dindan ar rodoù. Goustadik e fiñv ar c’harr...

E-doug un dro-vale er pradig hon eus dizoloet un neizh klujiri-ruz a-rez an douar. Aet eo kuit an torad a-raok na c’haller pakañ ar c’hlujiri bihan. Menel3 a ra un dachennig geot pavataet ha kogoù-vi torret. Un devezhiad nemetken a oa a-walc’h dezho evit en em silañ etre al lostoù-marc’h hir hag ar brulu ruz-mouk a lakaer da strakal etre hon bizied.

Brulu ruz-mouk
Lostoù-marc’h

1)mis au rencart
2)fond
3)=chom