A-dreuz ar menez war VTT (eilvet pennad)

, par  Alain B , popularité : 3%
Selaou Alan o tibunañ un tamm eus e zanevell :
Alan_tromenez2

Echu ma fourmadenn e Sant-Riwall, setu me adarre war roudoù ar c’hi ruz.

« —Kenavo ar c’hentañ gweled, va faotr, ha chañs vat deoc’h. Ac’halen e rankit mont bremañ da dapout Botmeur. Eno e vezo lavaret deoc’h gant an Aotrou Person da belec’h mont da gas o ki.
Eus Sant-Riwall d’al lec’h m’emaon o vont ez eus eul leo-vale. Ar pennad hent-se a vo great dillo ganeomp , peogwir n’edo ket sonet c’hoaz unek eur-hanter e tour Botmeur p ´z edomp o treuzi ar vourc’h evit mont d’ar presbital. Eno, ouz traoñ moger uhel liorzh an Aotrou person, e stagas ar c’hi da harzhal, evel m’en doa graet e Sant-Riwall. Eur beleg kozh a deuas neuze d’hor c’havout, hag e lavaras:
- Ah! emezañ d’in, en em gavet oc’h erfin !
- Ya da, aotrou persoun, en em gavemp omp, zur, a welit ervat! Hag ar bed ganeoc’h hiziv?
- Bravik a-walc’h, Yann! »

On les voit les déments du côté de Commana
De Botmeur et de Brasparts
Leur panse pourrie de cidres amers
Et de vinasses violettes...

Déments
Démons
Abandonnés
Boulimiques
Éthyliques...

Et c’est en titubant
A Botmeur Commana et Brasparts
Qu’ils arpentent les chemins du néant...
Nos déments, nos semblables, nos frères...
Xavier Grall

Daoust hag-eñ e welin seurt boudoù hanter-dud hag hanter-ziaouled o stankañ ma hent? Ma breur int? Me zo heñvel outo? Amprestet eo ar werzenn ziwezhañ da Baudelaire : « Hypocrite lecteur,- mon semblable,- mon frère!»...

En ur treuziñ ar bourc’hig ´m eus graet un arsav dirak porrastell ar vered. Gwechal e save enni chapel ar c’hastell a rae evit iliz d’ar barrezianiz.Ken bihan e oa ma veze lâret ar rimadell-se gant an dud:
E parrez Boneur
Pa veze dek en iliz
E veze tregont er vered
Un iliz nevez a zo bet savet ha n’eo ket darempredet kalz gant parrezioniz deuet da vezañ distank.
Bez ar skrivagner Fañch Abgrall a zo kempennet mat a-drugarez d’ar gumun. E pep korn deus outi ez eus ur bodig beuz, arouez ar varzhed. Oberenn glok eus alc’houeder an Are- e anv barzh- ganet e Kreisker ha marvet d’an oad a bevar bloaz warn-ugent abalamour d’ar drouk-skevent a zo da werzhañ en ti-kêr (tost hanter briz!). Warc’hoazh ez in war roudoù kêriadennoù menneget gantañ evit lec’hiañ istor « Riwall ar Soner » skrivet e tro ar bloavezhioù 1928: Ar Veridi, Roz-dû(le raidillon), Roudouderc’h( un pauvre village de miséreux...), Koat Den-goat, (farfouillis d’épines...) la Croix-Cassée (une chaumine fumait à...). Awenet eo bet Fañch Abgrall gant ur vojenn a gont istor ur soner a oa o tont en-dro eus ur friko ha kouezhet e-barzh un toull-trap lec’h ma oa ur bleiz tapet. Meur a skrivagner pe varvailher o deus faltaziet istorioù hervez ar steuñv-se dindan stummoù disheñvel.
Bev-buhezek eo Gege Gwenn un annezad a vil vicher en deus skrivet romantoù realour diwar-benn stourmoù sokial er vro. « An deiz hir-gortozet . »a zo un heuliad a beder lodenn a zezrevel en c’hentañ gour unan istor Jakez Mallegol,un anarkour anezhañ. A-dreuz buhez sokial ha trivliadel ar paotr e ra ar skrivagner un daolenn maget gant darvoudoù pemdeziek evit « adkavout pe dizoloiñ sonerezh kreñv, lañsus pe luskellus ha pozioù entanet ar bloavezhioù 70.» Ouzhpenn-se n’eus ket par dezhañ evit kas war-raok un droiad e brezhoneg a-dreuz ar barrez. Tres ur c’honter gouiziek a zo warnañ. Ha danvez a zo! N’eus nemet lenn an titouroù war Wikipedia.
Setu da-heul frazennoù kentañ eus « Saga Arvorika » kaset da benn gant Yann-Bêr Kemener. Ouzhpenn un istor a garantez liammet gant darvoudoù kevrinus e ra ar skrivagner un dezrevell eus buhez rust ha kalet pilhaouerien ar vro e deroù an ugentvet kantved. « Ma anv zo Yannig Tosser. Ganet on amañ e Bod Kador war dachenn parrez Bodveur e kreizig-kreiz menez Are, nepell diouzh Tuchenn Gador ha nepell diouzh ar Groaz Torret... ». Deskrivañ a ra an arbennigour en un doare pizh al labour tro-dro an taouarc’h ha mont-ha-dont ar bilhaouerien etre o zi ha lec’hioù o dastumadeg. Hemañ a zo bet titouret gant pilhaouerien erru kozh. E-touesk ar re-se an hini Lili Tosser a orin eus Brenniliz ha testenioù dezhañ a vag ul levrig gouestlet d’ar vicher. Ur gwir labour a etnologour.

War-zu ar c’hrec’hioù

Tokarnet mat, bragoù berr skrivet warno « Breizh », roched prenet e kêr Moab(Stadoù Unanet) hañval a ran ouzh ur marc’heg baleer war gein jav-dibr ma belo. Sternet on evit talañ ouzh uhelderioù ar vro. Goude bezañ gweladenet kêriadennoù menneget gant Fañch Abgrall e oan e sell da bignat kribennoù menez Are. Da gentañ ´m eus troadikellet betek un ostaleri a sko war an hent bras a liamm Montroulez ha Kemper. « Kroas Torret » hec’h anv a zegas soñj eus ur groaz a oa bet savet amañ gwechal (e 1540 hervez Jehan de Botmeur). Lod a lavar e oa bet torret honnezh gant dispac’hourien e-pad ar Reveulzi. Ne vez ket gwelet ken ar bod-iliav war dalbenn ar savadur a ziskoueze an ostalerioù gwechal. Koulskoude e chom bev eñvor ar plant e komzoù an dud. El levr « Skol-Louarn Veig Trebern » e tispleg an tad Hervé, mañsoner a vicher, penaos eo distroet d’ar gêr e fin ur sizhunvezh labour « evit mont da dremen ar sul gant va chopiged ha va hini gozh » Tommet eo d’e fri un tammig. N’eo ket touellet e wreg Kaourantina:
« Graet ho peus ho tevosionoù d’ar chapelioù-bod-iliav...Klevet ´m eus c’hwez ganit diouzhtu, pa out deut en ti. »
Ha bremañ dao war-zu chapel Sant-Mikael(war terouer Sant-Riwall, ret eo bezañ resis evit herzel ouzh an tabut ). Ambrouget on gant ar ganaouenn savet gant Youenn Gwernig:

Mintin abred on bet va-unan
Kichen Chapelig Sant Mikael,
Ha tro-war-dro ar vrumenn
A stanke din prenestr ar bed.

Ne fell ket din heuliañ an hent koultronet. Gwelloc’h eo din mont gant ur wenodenn Hag ez a a-dreuz ar waremm. Da gentañ, eo aes a-walc’h krapañ gant ar wenodenn-mañ. Met buan-buan ez a war strishaat. En he c’hreiz eo ervet an douar gant glav-pil ar goañv. Mein a ruilh dindan ma rodoù. An troadikelloù a skrab ouzh riblennoù. Ur gwir hent-bleiz. Divarc’het on. N’on ket gloazet. Kenderc’hel a ran war droad betek hanter-hent ar c’hrav. Heuliañ a ran un droiad darempredet gant heñcherien-ambrougerien eus ar gevredigezh ADDES lec’hiet e Boneur. Kroaziañ a ran skolidi divyezek eus Le Relec-Kerhuon war glask mammenn ar stêr Elorn a red e-barzh lenn-vor Brest. Setu ar c’hildroennoù diwezhañ a-raok tizhout ar c’hrec’h. Sur, pignat betek 380 m n’eo ket un taol-kaer . Setu ar pezh a chom eus ar menezioù uhel a zo bet planaet abaoe an hoalad kentañ gant an elfennoù naturel. N’eo ket ken lorc’hus an dorgenn evit odeoù ´m eus treuzet da geñver beajoù e bro Nepal. Uveloc’h eo al lec’h. Ar chapel biltosek staget ouzh an douar, a zo bet savet hag adsavet(bloavezhioù1677/1820/1892)gant danvezioù a-liv gant an tro-war-dro evit trugarekaat ar Sant da vezañ kaset kuit ur c’hleñved a rae e reuz er vro abaoe pell. Evel-just, ur vojenn a gont e oa bet sikouret an o’chen a gase ar mein gant Sant Mikael e-unan... Mojennoù all a sevel evel troellennoù moged en aer:
Pa vez al loar en he c’hann e vez an diaoul war vale er Menez Are. Fellout a ra dezhañ pakañ krog en eneoù ha kas anezho en ifern er Yeun...
Diaouled kaset kuit diouzh korf an dud a zo chadennet e-barzh ur c’helc’h hud e krec’h ar menez. Ar re a lak an troad er-maez ar c’helc’h a zo kondaonet da redek e-doug an noz hep ober un arsav....
A-wechoù ar re Goñjuret en em zisparc’h er Yeun. Dreist ar Menez ur sklerijenn a zo war-wel. An arc’hael Mikael a heñch ar Yeun gant e gleze ha pep tra a gav e reizh mat adarre.
Hervez a lavarer:
Sant Mikael a oar an tu
D’ampech youhal ar bleiz du...
Diwall a ra ar Sant an deñved o peuriñ er waremm , ar vesaerien a gave repu er chapel, an douristed war droad ha war velo, ar varzhed a ra bodadegoù evit lidañ an heol. Gallout a ra un den aspediñ ar Sant evit lakaat ar re ampechet da gerzhet adarre, ar vugale da greskiñ hag an eostoù da vezañ fonnus. E koulz pardonioù e-pad ar brezel bed kentañ e veze goulennet ouzh ar Sant lakaat ar brezel da baouez.
Eil poz ar ganaouenn gant Youenn Gwernig a lâr:
Avel ebet war gern an duchenn
Na trouz ebet oa tro-war-dro
Prennet e oa ar chapelig...
Hiziv eo digor an nor d’ar pevar avel. Gwir eo, n’eus netra da laerezh . Diglink ha rust ar mogerioù.
Poent eo din dibunañ ur bedenn virvidik evit bezañ dindan askell ar Sant hollc’halloudus. N’eo ket dizañjer diskenn a dizh uhel tachennoù war ziribañs gant ma marc’h-houarn treuz bro. Gallout a ra Sant Mikael am mirout da vont re abred en tu all da vro ar bara. Hag ur bedenn virvidik ne ra drouk da zen ebet, neketa? . Gwir eo, skoilhoù a zo: gwriziennoù trubard, mein o ruihal, ur bod spern-du dreinek pe ur gael o stankañ an ode, ur poull fankek. Dre ma koshaan ez an war evezhaat! Koulskoude n’eo ket hep trubuilh evit an eskern. Torret ´m eus ma flankenn-skoaz dehou, an hini all diwezhatoc’h, ma zrebez-skoaz kleiz da-heul ha ma diweuz a zo bet diroget. Disoñjet ´m eus kont ma bloñsadennoù. Ne vern!
_

Sant Mikael
Hon difennet er stourm
Bezit hor skoazel
A-enep da zrougiezh
Ha da stignoù an diaoul
Doue da c’hourc’hemenn dezhañ,
Ni hoc’h asped
Ha c’hwi Tiern armead an neñvoù
Stlapit en ifern gant nerzh Doue
Satan hag an drouksperedoù all
A vez o kantren dre ar bed
Evit emgoll an eneoù!
Raloc’h-ralañ e vez livet war sichenn delwennoù ar Sent pe vrodet war bannieloù-iliz ar gourc’hemenn-se e brezhoneg:
Pedit evidomp...

War-zu an Duchenn Kador

Diskenn a ran eus ar « Menez » gant ar wenodenn a gas betek an hent D42. Tost d’ar c’hoazhent e troad ar Menez emañ eienenn an Elez. Goude bezañ treuzet al lenn e red ar stêrig e-barzh an Aon e-kichen Penity Saint-Laurent. Evidon-me e heulian ar GR 380 a dremen e-kichennik an « Duchenn Kador » peotramant anvet « Menez Kador ». Petra vez graet eus « kador » e Galleg? Lod a lavar: « chaise ». Dellezañ a ra al lec’h un droidigezh pompusoc’h. « Trône » ne lavaran ket... « Tuchenn » pe « Menez » ? Daoust ma strivoù evit tizhout kern ar Menez(380m) n’eus netra da welet gant un ode bennak eus Tro Frañs. « Un Duchenn » a zo tostoc’h ouzh ar wirionez. Ouzhpenn-se kollet ganti he zitl a lec’h uhelañ e Breizh. Ar « Roc’h Ruz » a zo e penn an druilhad. Ar pezh a zisplij d’ar barrezianiz eus Boneur endra zo fier-ruz re eus Plouneour-Menez. « Rampo » en deus divizet an IGN evit mirout ouzh ar gwad da vezañ skuilhet e-doug brezelioù etre breudeur. Ne vern , me zo a-dal ar roc’helloù kizellet brav gant un arzour bennak. An elfennoù naturel pe un Doue-arzour? Pe un diskibl eus an Aotrou beleg Fouéré, an hini en deus kizellet reier e Rotheneuf? Treset pizh eo bet penn un arzh gourvezet er radenn. ´N eus ket da faziañ. Seblantout a ra din bezañ un harzh-kev eus an amzer gozh. Dre chañs eo kousket al loen. Meurdezus eo ar gweledva liesliv ouzh ma zreid. A-wechoù splann dindan an heol, a-wechoù kevrinus dindan ur vorenn skañv. Dirakon en em astenn Bro-Gernev betek ar mor Atlantel hag a-dreñv din Bro-Leon betek aodoù mor Breizh. Evit an eil gwech emaon tost ouzh an harzhoù etre daou ved disheñvel hervez lod. Ar wech kentañ e oa war bont Rohan e Landerne a ro an tu da vont dreist ar stêr Elorn. Neuze e Boneur ur vaouez eus ar bourk he deus lâret din, fier ruz : « Me zo un Gernevadez».

N’eo ket pell ar Roc’h Trevezel he deus awenet Ivonig Pikard.

Rouanez ar roc’hiou eus a Venez Arre,

Dister en da gichen e kavan Menez Bre,
Torgen ar Menez Hom, Sant-Mikael e-unan...
En Gwirionez, ez out tredemarz Breiz-Vihan!

Eus da griben ´weler a bep tu, pell ha pell,
An daolen ar vrava hag ar franka dremwel,
En deiz, an ilizou deus Kastell da Gerez,
En noz, an touriou-tan war gant ha kant enez!

Du-hont, Toull all Laeron, war mein ar Menez Du,
Al listri e porz Brest, ar bagou e Dourdu,
Ha, da fin mezeven, kaera kurunen aour
Stignet gant tantadou da zant Yann-Badezour!

Savet evel eur benn ´tre Leon ha Kerne,
Bez ´ez out ar voger e tisranna ané,
Pell-zo e talc’hez penn ouz da enebourien,
Glao, skorn, aveliou, krizder ar yenien.
Te ´ziskouez d’an Estren ma karfe dont e Breiz,
Gant paotred ar Mene ´kavje da stourm eleiz :
Gwall-gripet war e gorf ´chomfe e grec’hen lor
Benn ma c’hallfe moustra douar sakr an Arvor!

NB. Erviñ= former des sillons.
An oc’hen= Ur re ejened (pe ujoned)

Pellgargañ an destenn a-bezh dindan ar stumm PDF :